Njörðr

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Njörd's desire of the Sea (1908) gant W. G. Collingwood

E Mitologiezh an norzh, Njörðr zo ur vanir. Tad eo da Freyr ha Freya, ganet d'e c'hoar dianav he anv, mes eñ a oa dimezet gant Skaði, hag e oa o chom e Nóatún. Liammet eo-eñ ouzh ar mor, an avel, ar peskerezh, ar binvidigezh ha struj an edegi.

En Edda e gwerzennoù emañ Njörð, ha kavet e vez en Edda e komz-plaen skrivet gant Snorri Sturluson, hag en Heimskringla, enkorfet evel Roue kentañ Sveden, hag en anvioù lec'hioù eus Skandinavia ivez. Azeulet e veze Njörðr betek an XIXvet kantved gant lidoù hengounel norvegiat, trugarekaet e veze evit struj ar mor.

Njörðr zo liammet e anv ouzh Nerthus, un doueez kozh a oa azeulet gant ar C'hermaned en henamzer. Marteze gant ar gouron Hadingus. Brudetoc'h e oa-eñ pa oa boutin ar relijion norzhek e broioù germanek a-bezh ha pa weler niver al lec'hioù a zo e anv ennañ. Njörðr a c'hall bezañ skrivet Njord, Njoerd, or Njorth hiriv an deiz.

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn