Odin

Eus Wikipedia
Odin o varc'hekaat Sleipnir. DornskridiIslandat, XVIIIvet kantved
Odin gant Johannes Gehrts, 1901

Odin (Óðinn Odhin, Wotan, Woden, Wodan, Jolnir, Istwô) a zo un doue meur en istor kozh ar broioù germanek. Er wengelouriezh lec'hlennat eo Odin Tad an holl (Alföðr) hag ereet eo ouzh ar furnez, ar marv, ar rouelezh, ar ouiziegezh, ar brezel, an trec'h, an hudouriezh, ar barzhoniezh, ar gounnar, hag ar runoù, dimezet eo gant an douezed Frigg. En tirioù germanek e kaver anvioù damheñval: Woden e hensaozneg, Wōdan e hensakson, Wuodan e hen nederlandeg, Wuotan e henc'hermaneg uhel, an holl a zeu eus ar c'hentnorseg *Wōđanaz hag a dalva 'mac'htiern ar gounnar', pe penn ar follion.

Un doue a bouez a voe Odin en Europa an Norzh, a-c'houde an eil kantvet kt-JK betek mare ar Vikinged (VIIIvet betek ar XIvet kantved). Er mare modern e oa anavet Odin gant ar bobl c'hoazh. Merc'her, un deiz ag ar sizhun, a zo anvet diouzh an doue er broioù germanek (Wednesday e saozneg, Onsda e daneg, woensdag e nederlandeg , Óðinsdagr en islandeg).

Er skridoù hensaozneg eo menneget Odin evel hendad ar vrientelezb ha diazezour an holl veuriadoù germanek. E anv a zeu eus oberennoù kozh eus bro-island skrivet e Norseg, tro-dro an XIIIvet kantved.

Ar skridoù norsek a daolenn Odin evel mab Bestla ha Borr, a-gevret gant e zaou vreur, Vili ha Vé. Ur bern mibien zo dezhañ, e-touesk ar re vrudetañ emañ Thor ha Baldr. E voranvioù zo lies-kenañ ivez. Alies e vez skeudennet Odin gant ur barv hir, o tornata ur goaf anvet Gungnir, hag gant ul lagad a zioueriñ. A-wezhioù e foet ar broioù dindan ur wiskamant, gant un tog ledan-bras. Peurvuiañ an amzer ez eo ambrouget gant e loened: e vleizi Geri ha Freki hag e vrini Huginn ha Muninn, ma tegasont keleier dezhañ eus holl Midgard. Alies e varc'heka Sleipnir a-hed an neuñv hag an isbed (ar bed dindan an douar). Atav emañ o kantreiñ da zastum gouiziegezhioù nevez, da skouer dre gaout mez ar varzhoniezh, hag e vez graet klaoustri gantañ hag e wreg Frigg a-ziwar e bezhioù dae. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar bed o lazhañ ar boud kentik Ymir hag o roiñ buhez d'an daou zen kentañ anvet Ask hag Embla. Kelenn a ra ar runoù hag ar varzhoniezh skald d'an tudoù. Ereet eo ouzh an devezh gouel Yule.

Odin a gas ar werc'hezed Valkiriezed da nijal a-us an aervaoù da zastum eneoù ar vrezelourion evit o degas da Valhalla pe da Fólkvangr. Ur wezh an amzer e c'houlenn kuzul da Vímir ar ramz dibennet hag a gonta dezhoñ diskar Ragnarök a c'hoarvezo e fin amzerioù. Mímir a urzhas d'Odin renañ an einherion betek ma vo freuzet gant ar bleiz mil spontus Fenrir. E mojennoù nevezoc'h e vez kavet Odin o kemer perzh gant an Hemolc'hiñ Gouez, ul lidkerzh heuliet gant ar re marv a-hed neuñv ar gouiañv. Ereet start eo Odin ouzh an hud hag an hoaladur ivez.

Odin a c'hall bezañ tostaet gant doueed eus sevenadurioù all evel Lug pe Dagda, er wengeloniezh gelt, pe Hermes er wengeloniezh henc'hres. Gwirhañval e teufe holl an doueed-se eus un doue indo-europat pouezus. Hogen lod a glaskourion a soñja ez eus kalz a ziforc'hioù etreze memestra, neuze ne vefe ket souezus e vefe Odin a-orin nemet eus ar sevenadur norzh.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Odin (Óðinn, Odhinn e norseg, Jolnir, Wotan, Wodan pe uuodan er yezhoù germanek) a vez gwelet evel roue an doueed. Degemer a ra eneoù hanter ar vrezelourien marvet war an tachennoù emgann, an hanter all o vezañ degemeret gant Freya. E-pad an deiz e vez ar vrezelourien oc'h en em gannañ kenetrezo a-benn bezañ prest pa vo devezh Ragnarök, diouzh noz e vezont pedet da vanvez Odin. Doue ar furnez hag an awen (war dachenn ar varzhoniezh) eo ivez. Ur brezelour eo, doue an trec'h, ar gwidre hag ar fulor eo ivez. Un doue fur, kalonek ha brokus eo, met rust ha trubard ivez. Aon o devez an doueed all razañ.

Hervez kont en dije mil lesanv. En o zouez :

  • Alfadir (tad pep tra),
  • Bolverk (an hini a zegas ar gwalleur),
  • Har (an hini uhel-tre),
  • Harbard (barv gris),
  • Jafnhar (ken uhel all),
  • Thidi (an trede hini),
  • Vegtam (an hini a anavez ar gwenojennoù),
  • Bruno, Brunon, (skoed, hobregon).

Arouezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Odin a vez skeudennet evel un den kozh, barvek ha born. Pourmen a ra war ur marc'h eizh pav dezhañ, anvet Sleipnir. Ur goaf en deus ivez, anvet eo Gungnir.
Pa vez en e balez, anvet Valhöll, e vez gant div vran, Hugin (ar Soñjoù) ha Munin (an Eñvor), hag a gont dezhañ ar pezh o deus gwelet en nav bed.
Geri ha Freki eo anv an daou vleiz a vez e-harz e dreid. Pa vez ouzh e dron, hag a zo anvet Hlidskjalf, e c'hall gwelout kement tra a zo en nav bed. Gantañ edo ar walenn anvet Draupnir. Ur walenn a lieskemente dre nav gwech bep nav devezh eo, met lakaet en deus anezhi war keuneudeg e vab Baldur (hag a roas anezhi da Hermodr diwezhatoc'h).

Mojennoù tro-dro da Odin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Odin hag e vreudeur (Ve ha Vili) a lazhas Ymir, ar ramz pennañ. Gant ar pezh a chome eus e gorf e savjont Midgard, bed mab-den. Gant ar buzhug a oa e korf ar ramz e savjont ar gorred. Goude-se e rojont buhez d'ur brank onn ha d'ur brank evlec'h, hag evel-se e voe krouet an dud kentañ.
Goude-se e chomas Odin stag ouzh Yggdrasil e-pad nav nozvezh, hep evañ takenn ha hep debriñ tamm ebet. Ouzhpenn e oa treuzet e gorf gant ar goaf anvet Gungnir, rak fellout a rae dezhañ anavezout kevrin ar runoù. Ul lagad a laoskas e feunteun Mimir, hag en eskemm e resevas ar furnez. Ar varzhoniezh a laeras digant ar ramz Suttung, hag e roas anezhi d'an doueed ha da vab-den. Hervez Voluspa e vo debret Odin gant ar bleiz Fenrir, mab Loki, da zevezh Ragnarök.

Familh Odin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab ar ramzed anvet Bor ha Besla eo Odin. Tad Thor, Baldr, Hermód, Ali/Vali, Vidar, Saga eo ivez. Peder gwreg en deus bet : Frigg, Jord, Grid ha Rind.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn