Dagda
Dagda (Heniwerzhoneg: In Dagda, Iwerzhoneg: An Daghdha [daɣða]) zo un doue bras a wengelouriezh Iwerzhon. Un ezel a dTuatha Dé Danann eo hag e tepegn roll an tad, ar roue, hag an drouiz. Staget eo ouzh ar struj, ar gounezerezh, ar c'hourelezh, ar c'hreñvder hag an hudouriezh, pe ar gouiziegezh. Ar vuhez hag ar marv a c'hall bout meret gantañ, kement hag an amzer hag an eostedoù.
Gant ur vent vras hag ur barv hir e vez skeudennaouet, ha gwisked gant ur c'habell. Ur vazh-hud zo gantañ, pe un horzh (al lorg mór pe al lorg anfaid), a c'hall ober daou dra: lazhañ a ra gant ur penn ha roiñ a ra ar vuhez en-dro gant ar penn arall. Ur chidhouarn (coire ansic) e vez arveret gantañ ha morse ne vez goullo. Un delenn (uaithne) a c'hall soniñ evit mirout ar renadur war frommoù an dud ha kemm ar sezonioù. Eñ a annez Brú na Bóinne (Newgrange). Lec'hioù arall keneilet gantañ pe anvet dioutañ a c'hall bout Cnoc Uisnigh, Grianán Ailigh, ha Loch nEathach. An Dagda eo pried ha karedig Morrígan ha Bóand. E vugale eo Óengus Óg, Brigid, Bodb Derg, Cermait, Áed, ha Midir.
Anv an dagda a dalv kement hag "an doue mat". Gallout a ra bout anvet Eochu pe Eochaid, Ollathair ("an marc'heger", "tad an holl"), ha Ruad Rofhessa ("aotrou ar ouiziegezh") ha Dáire ("tousmac'h") ivez. Doue kozh ar marv, Donn, a c'hallfe bout stumm an Dagda hag a c'hall bout anvet "Dagda Donn" a-wezhioù. ha pezhioù boutin a zo etre eñ hag ar boud mojennel Crom Dubh. Meur a veuriad a wel an Dagda evel o hendad hag anvet int bet hervez e anv, da skwer, an Uí Echach ha an Dáirine.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger heniwerzhonek Dagda a zeufe ag ar c'herienn kentkeltiek: *Dago-dēwos, hag a dalv "an doue mat".[1]
Stagennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a stagenn a vez ouzhpennet e-tal an anv Dagda.
- Eochaid Ollathair ("marc'heger, tad an holl")
- Ruad Rofhessa ("aotrou ar ouiziegezh")
- Dáire ("an hini strujus")
- Aed ("ar feulz")
- Fer Benn ("ar gwaz kornek" pe "gwaz ar vegenn")
- Cera (marteze "ar c'hrouer"),
- Cerrce (marteze "ar c'hanner")
- Easal
- Eogabal
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Delamarre, Xavier (2003). Dictionnaire de la langue gauloise: Une approche linguistique du vieux-celtique continental. Errance. 134 p. ISBN 978-2877723695.