Mont d’an endalc’had

Morrígan

Eus Wikipedia
Morrígan
Irish mythical character, doue ar brezel
Rann eusTuatha Dé Danann Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv er yezh orinMórrígan Kemmañ
MammErnmas Kemmañ
Breur pe c'hoarÉriu, Macha (gwengelouriezh Iwerzhon), Badb, Banba, Fódla Kemmañ
Azeulet gantGwengelouriezh Iwerzhon Kemmañ

E gwengelouriezh Iwerzhon eo Mórrígan (pe Ar Mórrígan), pe Morrígu doueez ar brezel hag an tonkad. En iwerzhoneg a-vremañ e vez graet Mór-Ríoghain anezhi hag a dalv kement ha "rouanez-teuz".

Dre he roll evel doueez an tonkad eo ereet ouzh an diouganiñ, ar freuz, ar marv hag an trec'h war an aerva. E stumm ur vran, (graet ar badb anezhi) e c'hall dont war wel .[1] Ar gadourion a vez broudet da gas kurioù da benn ganti ha tizhout an trec'h war o enebourion. Ha gwalc'het e vez ganti an dilhad brizhet gant gwad ar re donket d'ar marv [2] Skeudennaouet e vez ivez evel doueez an douar hag ar riegezh, hag evel diwallerez ar c'hlenn hag he annezidi .[3][4]

Alies e vez graet Morrigan ag un triad c'hoarezed, anvet "an tri Morrígna".[5][6] Meur a anv a c'hall bout kavet evit an teir doueez mes peurliesañ e kaver an anvioù Badb, Macha, ha Nemain pe Badb, Macha, hag Anand. Lavarout a reer eo anvioù liesseurt evit taolenniñ an hevelep doueez marteze.[7] An teir Morrígna a vefe c'hoarezed an teir doueez-douar Ériu, Banba, ha Fódla. Gwreg an Dagda eo ha gallout a ra kemer stummoù a bep seurt. Tra ma vez azaouezet Badb ha Nemain evel gwragez Neit. Hiriv e kaver roudoù ag an doueez er Bean sí, ur boud ag an hengounioù-pobl.

Tabutoù a zo war gerdarzh anv Morrígan. Mor a c'hall dont ag ur wrizienn indezeuropek hag a dalv "spont" "euzhus" hag e klot ouzh ar ger hensaoznek maere (adkavet e nightmare "gwallhunvre"), ar ger skandinavek mara, ha "mara" ("gwallhunvre") er yezhoù slavek. Tra ma vez troet rígan evel "rouanez" Gallout a reer goulakaat ur ger kentkeltiek *Moro-rīganī-s.[8][9] Neuze e vez troet anv Morrígan evel "Rouanez-Teuz" pe "Rouanez-Tasmant".

  1. Aldhouse-Green, Miranda (2015). The Celtic Myths: A Guide to the Ancient Gods and Legends. New York : Thames & Hudson. 125 p. ISBN 978-0-500-25209-3. 
  2. Sessle, Erica J. (1994). "Exploring the Limitations of the Sovereignty Goddess through the Role of Rhiannon". Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium 14: 9–13. ISSN 1545-0155
  3. Lysaght, Patricia (1996). "Traditions of the Banshee", in Green: The Concept of the Goddess. Psychology Press. 157–163 p. 
  4. Tymoczko, Maria (1994). The Irish Ulysses. University of California Press. 98–101 p. 
  5. Sjoestedt, Marie-Louise (18 September 2000). Celtic Gods and Heroes. Dover Publications. 31–32 p. ISBN 978-0-486-41441-6. 
  6. Davidson, Hilda Ellis (1988). Myths and symbols in pagan Europe: early Scandinavian and Celtic religions. Syracuse : Syracuse University Press. 97 p. ISBN 978-0-8156-2441-7. 
  7. Mac Cana, Prionsias (1970). "The Goddesses of the Insular Celts", Celtic Mythology. Hamlyn. 
  8. Proto-Celtic – English wordlist. Diellet er skrid orin d’an 27 September 2007.
  9. "nightmare". EtymologyOnline.