Mont d’an endalc’had

Deirdre

Eus Wikipedia
Deirdre en A book of myths (1915), gant Helen Stratton
Ur skeudenn eus mojenn Deirdre krouet gant John D. Batten evit dastumad mojennoù keltiek Joseph Jacob.

Deirdre ([ˈdʲɛɾʲdʲɾʲə] en iwerzhoneg ha Derdriu [ˈdʲerʲðrʲĭŭ] en heniwerzhoneg) eo gouronez reuzeudik pennañ Gwengelouriezh Iwerzhon[1]. Anavet eo ivez dindan he lesanv Deirdre an Bhróin ("Deirdre ar c'hlac'har"). He buhez a zo danevellet e Kelc'hiad Bro-Ulad, istor anavetañ Iwerzhon a-raok donedigezh ar gristeniezh.

Merc'h Fedlimid mac Daill e oa Deirdre. Diouganet e oa bet gant Cathbad, drouiz e lez Conchobar mac Nessa, tiern Ulaid, e teufe merc'h Fedlimid da vout fulenn vravañ ar vro, e savfe reuz etre an dierned hag an aotrouion abalamour dezhi, e vefe skuilhet gwad e-leizh eviti, hag e vefe forbannet an tri c'hadour gwellañ eus Ulad en abeg dezhi[2].

Goude an diougan-se e voe aliet Fedlimid da lazhañ ar bugelig kerkent ha ganet. Ar roue Conchobar avat, lorbet gant taolennadur ar goantenn, a vennas miriñ ar verc'hig evitañ e-unan. Kas a reas anezhi pell diouzh he ziegezh hag en he bac'has gant Leabharcham, hudourez ha barzhez anezhi, evit gallout dimeziñ gant Deirdre pa vijee erru en oad. Pa oa o vevañ en digenvez er c'hoadoù e lavaras Deirdre da Leabharcham e karfe ur gwaz a vefe gantañ livioù evel ar re he devoa gwelet pa oa pradet ur vran gant he freizh war an erc'h : liv ar vran e vo e vlev, liv an erc'h e vo e groc'hen, ha liv ar gwad e vo e zivvoc'h.

Leabharcham a eilgerias e oa Deirdre o taolenniñ Naoise, ur c'hadour yaouank, hemolc'her ha kaner anezhoñ, hag a oa o chom e lez Conchobar. Deirdre a zeuas a-benn da gejiñ gant Naoise gant skoazell Leabharcham hag e kouezhjont e karantez an eil gant egile. Ambrouget gant e vreudeur Ardan hag Ainnle (daou vab arall Uisneach), Naoise ha Deirdre a dec'has diouzh Iwerzhon da vont da vevañ da Vro-Skos. Bevañ a rejont ur vuhez vrav o hemolc'hiñ hag o pesketa e lec'hioù bamus. Unan ag al lec'hioù-se e oa Loch Eite. E stummoù zo eus an istor e lavarer o deus bet bugale : ur mab, Gaiar, hag ur verc'h, Aebgreine, hag a voe advabet gant Manannan Mac Lir.

Hirvoud Deirdre, gant J. H. Bacon, 1905

Conchobar, mezhekaet ha brouezet, a gasas Fergus mac Róich davete gant ur bedadenn da zistreiñ d'al lez ha promesa Fergus e-unan da wareziñ anezhe pa'z afent kuit. Asantiñ a rejont mes war an hent da Emain Macha e c'hoarias Conchobar un dro-gamm da Fergus hag e voe rediet hemañ da asantiñ chom war an hent da gemer perzh en ur fest abalamour d'ur geis.

Fergus a lezas Deirdre ha tri mab Uisneach da genderc'hel o hent etrezek Emain Macha dindan gwarez e zaou vab. Pa voent degouezhet e c'houlennas Conchobar gant Leabharcham mont da spiañ ouzh Deirdre, da welet ha kollet e oa bet he c'hened ganti. Evit savetaat Deirdre e lavaras Leabharcham d'an tiern e oa deuet da vout hakr ha kozh. Conchobar a gasas ur spier arall anvet Gelbann[1], hag a glaskas teurel ur sell ouzh Deirdre mes gwelet e voe gant Naoise a stlapas ur pezh echedoù outañ hag a doullas e lagad.

Distroiñ a reas da lavaret da Gonchobar e oa biskoazh koantoc'h avat. Conchobar a c'hourc'hemennas neuze d'e vrezelourion argadiñ ti Cróeb Ruad ("ar Skourr Ruz") el lec'h ma oa Deirdre ha mibion Uisneach. Naoise hag e vreudeur a stourmas start, harpet gant un nebeud kadourion eus Cróeb Ruad a-raok ma vefe graet anv eus o le fealded gant Conchobar ha ma vefe stlejet Deirdre kuit gante. D'ar poent-se e taolas Éogan mac Durthacht ur goaf hag a lazhas Naoise, hag e vreudeur a voe lazhet nebeut amzer goude.

Fergus a zegouezhas war an aerva e diwezh an emgann. Fuloret e voe d'an taol trubarderezh graet outañ hag en harlu ez eas da gChonnacht. Diwezhatoc'h e stourmas ouzh Ulad evit Ailill ha Medb e brezel Táin Bó Cúailnge ("Skrapadeg saout Koualnge") a vez sellet outañ a-wezhioù evel "an Ilias iwerzhonat".

Goude marv Naoise e kemeras Conchobar Deirdre da wreg. Goude bloaz, fuloret gant he yender en he c'heñver e c'houlennas Conchobar ganti piv a gasae ar muiañ er bed estregetoñ. Eilgeriañ a reas : "Éogan mac Durthacht", muntreer Naoise. Conchobar a vennas he roiñ da Éogan a-neuze. Pa oa war an hent etrezek ti Éogan, hag hi er c'harr, etre ar roue hag Éogan, e voe godiset gant Conchobar a lavaras e oa-hi heñvel ouzh un dañvadez etre daou vaout. D'ar c'houlz-se e lammas Deirdre diouzh ar c'harr hag e flastras he fenn ouzh ur roc'h.

Daveoù sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En danavelloù evel Deirdre (1923) gant James Stephens, The Celts (1988) gant Elona Malterre, On Raven's Wing (1990) gant Morgan Llywelyn ha The Swan Maiden gant Jules Watson, e adkaver Deirdre.

Da welet ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 MacKillop, James (2004). A Dictionary of Celtic Mythology. Oxford University Press. 181 p. ISBN 9780198609674. 
  2. Deirdre of the Sorrows
    (en-US)
    . bardmythologies.com (11 June 2014). Kavet : 13 April 2018.