Mont d’an endalc’had

Macha (gwengelouriezh Iwerzhon)

Eus Wikipedia
Macha (gwengelouriezh Iwerzhon)
Celtic deity, Doueez, doue ar brezel
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
MammErnmas Kemmañ
Breur pe c'hoarÉriu, Morrígan, Fódla, Badb, Banba Kemmañ
PriedCruinniuc Kemmañ
Ur pennad Macha zo ivez.

Macha (distaget "Mac'ha") a oa un doueez iwerzhonat ereet ouzh bro Ulaid, el lec'h anvet dindan he anv, Emain Macha hag Ard Mhacha. Meur a voud anvet Mac'ha a gaver e gwengelouriezh Iwerzhon hag a hañval diskenn ag an hevelep doueez. Lavaret e vez eo unan ag an teir c'hoar anavezet evel an teir Morrígna. Mac'ha a zo ereet ouzh an douar, ar strujusted, ar roueelezh, ar brezel hag ar c'hezeg.

Proinsias Mac Cana a ginnig teir Mac'ha: Mac'ha gwreg Nemed, ar vaelez Mac'ha gwreg Cimbáeth, ha Mac'ha gwreg Crunnchu hag a strobinellas gwizion Ulaid evit o gwanaat.

An anv a zeu ag ar c'hentkeltieg *makajā hag a dalv "ar maez" (genitive *makajās "ag ar maez"). E gouezeleg Skos e kaver ar ger machair, douaroù izel ha strujus.

E Dindsenchas eo anvet Macha Grian Banchure "Heol ar gwragez" ha taolennet eo evel merc'h Midir eus Brí Léith.