Mont d’an endalc’had

Ard Mhacha

Eus Wikipedia
Ar gwel war kêr Ard Mhacha.

Ard Mhacha (Armagh e saozneg) zo ur gêr e Hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Ard Mhacha. Kêr-benn ar gontelezh eo. E 2001 e oa annezet gant 54 263 a dud. He anv a dalv "Krec'h Macha".

Ur gêr a bouez eo bet Ard Mhacha en istor Iwerzhon. Hervez mojennoù kozh Iwerzhon e oa kêr-benn Ulad war an dorgenn anvet Eamhain Mhacha (Navan), zo war lez ar gêr bremañ. En Ard Mhacha e voe savet un iliz vein gant sant Padrig, avieler Iwerzhon, er bloavezh 444, a-hervez. Bremañ ez eus div iliz-veur enni, anvet o-div en anv sant Padrig, an eil evit feizidi an Iliz Katolik Roman hag eben evit re Iliz Anglikan Iwerzhon. En Ard Mhacha emañ arc'heskob katolik Iwerzhon. Ar roue Brian Boru, a oa Roue Uhel Iwerzhon en XIvet kantved, a vije bet douaret en Ard Mhacha ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.