Mont d’an endalc’had

Noisiu

Eus Wikipedia
Naoise o tougen Deirdre, heuliet gant e zaou vreur. skeudenn gant John D. Batten e Celtic Fairy Tales (1892).

Noisiu, Noíse, pe Naoise, zo ur brezelour yaouank e gwengelouriezh Iwerzhon. Mab eo da Uisneach (pe Uisliu) ha niz da Gonchobar mac Nessa, roue Ulaid. Anv zo anezhañ er gontadenn anvet Tri mab Uisnech a gaver e-touez istorioù arall e Táin Bó Cúailnge, ul lodenn ag ar Rúraíocht.

Er gontadenn e teu Noíse da vout amourouz Deirdre, ur vaouez koant ar c'hoantañ hag a zo c'hoantaet ivez gant ar roue Conchobar. Da dec'hout e warizi e verde an daou gariad ha daou vreur Noíse betek Alba. Conchobar a glask o lakaat da zistreiñ hag asantiñ a reont gant ma vefent gwarezet gant Fergus mac Róich. Hemañ a rank dilerc'hiañ e-pad ar veaj abalamour d'ur geas en deus, ha fiziañ a ra anezhe en e vab da c'hortoz. Naoise hag e vreudeur ne selaouont ket ivez diouganoù hag alioù Deirdre, hag echuiñ a ra an istor e stumm un drajedienn abalamour da dreitouriezh Conchobar.

Sac'het en o-unan e palez ar Skourr Ruz en Emain Macha en em gann a ra an tri breur a-enep Uladiz taolet outo gant ar roue. En diwezh e varv mibien Uisnech, Naoise hag e vreudeur Ainle hag Ardan, ha mab Conchobar Fiacha. Lazhet eo Noíse gant Maine Dorn-Ruz, mab tiern Norvegia (pe gant Éogan mac Durthacht hervez ar mammennoù). Fuloret gant treitouriezh ar roue, Fergus mac Róich a zistruj Emain Macha a-raok en em harluiñ gant e vrezelourien e Cúige Chonnacht da genderc'hel ar brezel. Da-heul an darvoud-se e koll Conchobar hag e ziskennidi titl roue Ulaid.

Deirdre zo roet gant Conchobar da Maine Dorn-Ruz, an hini en deus lazhet he c'harantez, hag un devezh en em daol war he fenn diwar ur c'harr evit en em lazhañ.

Istor Naoise ha Deirdre a c'haller lenn e Táin Bó Cúailnge (Preizhadeg saout Cooley), el lodenn anvet a-wezhioù "Marv skrijus tri mab Uisnech". Diazezet eo an diverradenn da-heul war droidigezh Whitley Stokes hag O'Flanagan embannet e 1898[1].

Pa zeuas Deidre er bed, an drouiz Cathbad a roas hec'h anv dezhi, ha diouganiñ e vefe kaoz da drubuih ha da walleur e-leizh. Pa glevjont e fellas d'an aotrouien a oa eno lakaat anezhi d'ar marv, met ar roue Conchobar a viras ouzh kement-se hag a zivizas lakaat sevel anezhi en ul lec'h distro, hag ober e wreg anezhi, pa vefe erru en oad. En ur greskiñ e teuas da vezañ bravoc'h evit holl vaouezed an amzer[2]

Un devezh ma oa erc'h e welas he zad-mager diskar ul leue, ha dont a reas ur vran da evañ eus gwad al loen. Hag hi a lâret e kemerfe da bried un den a vefe warnañ an tri liv a wele : blev dezhe liv ar vran, bougennoù ruz evel gwad al leue, ha ur c'hroc'hen a liv gant an erc'h. Lavaret e voe dezhi e oa un hevelep den e koskor Conchobar - Naoise e anv, mab Usnach, mab Conall Flatnailed, mab Ruri Veur. Goulenn a reas komz gantañ e kuzh. En em gavout a rejont o-daou eta ha disklêriañ a reas he c'harantez evitañ, ha goulenn gantañ tec'hout asambles. Asantiñ a reas daoust d'e aon rak Conchobar[3].

Naoise, e zaou vreur Ainle hag Ardan, war un dro gant kant hag hanterkant brezelour, a dec'has da Vro-Skos hag a reas un treuziad e servij roue Alba. Klevet a reas ar roue skosat anv eus kened bras Deirdre avat hag a glaskas kemer anezhi evitañ. Tec'hout a rejont neuze betek un enezenn goude forzh emgannoù gant brezelourien ar roue[4].

  • Reun ar C'halan, Lorc'h ar rouaned, Mouladurioù Hor Yezh, ISBN: 2-86863-047-2. 1989

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hull, Eleanor, ed. (1898), The Cuchullin Saga in Irish Literature, Grimm Library, no. 8
  2. Hull 1898, pp. 23–4.
  3. Hull 1898, p. 24.
  4. Hull 1898, pp. 24–5.