Conall Cernach
Conall Cernach zo un haroz eus Ulaid e kelc'hiad Ulaid e gwengelouriezh Iwerzhon. An eil ger en e anv a dalvfe kement ha "trec'hus" pe "trec'hour". Stumm kentañ e anv "Conall", kavet en enskrivadennoù Ogham, a oa Cunavalas.[1]
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Neuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Togail Bruidne Dá Derga eo taolennet Conall Cernach evel-mañ:
"Gwelet 'm boa un den hag a oa brezelour skedusañ Iwerzhon. Unan ag e zivoc'h a oa gwenn evel an erc'h ha ruz evel ar brulu e oa an hini arall. Unan ag e zaoulagad a oa glas evel ar pour-bran, ha du evel kein ur c'hwil e oa an hini arall. Ur guchennad vrav a vlev melen a oa gantañ hag a gouezhe betek e zivlez. Ur c'hleze aour, ur goaf tev hag ur skoed ruz-gwad a oa gantañ."[2]
Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 50 kent J-K. E dad e oa Amairgin mac Echit hag e vamm Findchoem. Ar c'houblad a oa divugel, betek ma yeas Findchoem da welet un drouiz a guzulias dezhañ evet dour ag ur puñs sakr. Ul lomm a voe lonket ganti tra ma oa ur vuzhugenn e-barzh an dourenn, ha diouzhtu e voe dougerez. Breur Findchoem, Cet mac Mágach, a ziwallas e c'hoar betek ganedigezh ar bugel, Conall. An drouized a zeuas da gelenn o relijion d'ar c'hrouadur, ha diouganañ a rejont e vije lazhet ouzhpenn an hanter a wizion Connachta gantañ, hag atav e ispilhje penn ur C'honnachtad ouzh e c'houriz. Cet a oa spontet gant an diougan ha klask a reas lazhañ ar bugel en ur dorriñ e c'houzoug, hogen ne zeuas ket a-benn ha Conall a chomas e vuhez-pad gant ur gouzoug kamm.[3]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ O'Brien. Index of Names in Irish Annals: Conall. Index of Names in Irish Annals. Kavet : 30 November 2019.
- ↑ Archived copy. Diellet er skrid orin d’an 2016-03-03. Kavet : 2016-07-24.
- ↑ Whitley Stokes (ed. & trans.), "Cóir Anmann", Irische Texte series 3 vol. 2, 1897, p. 393-395
|