Conchobar mac Nessa
Conchobar mac Nessa, pe Konc'hobar mab Ness[1] pe Konc'hobar[2] eo roue Ulaid e-barzh Kelc'hiad Ulad (Rúraíocht) e gwengelouriezh Iwerzhon. Emañ e gêr-benn en Emain Macha (Navan fort, nepell eus Ard Mhacha). Kontet eo da vezañ mab da Fachtna Fáthach, Roue Uhel Iwerzhon (Ard rí Érenn). Hogen, a-wezhioù e vez lavaret eo mab d'an drouiz Cathbad. Alies e ouzhpenner e anv lignez, mac Nessa rak Ness, merc'h da Eochaid Sálbuide, roue Ulaid, eo anv e vamm.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danevellet eo an doare ma oa engehentet Conchobar e doareoù disheñvel hervez an testennoù. En hini goshañ[3], Ness, merc'h Eochaid Sálbuide, Roue Ulaid d'ar mare-se, a c'houlennas gant an drouiz Cathbad da betra e oa mat ar mare. Cathbad a respontas, "da engehentañ ur roue en ur rouanez". Ne oa gwaz all war-dro, neuze e kasas Cathbad d'he gwele hag e engehentas ur mab[4]. En ur stumm nevesoc'h e oa bet desavet Ness gant daouzeg lez-tad, ha un deiz ma oant holl o festañ, Cathbad, e penn ur fian, ur bagad brezelourien dizouar, a dagas an ti hag a lazhas an holl. Eochaid ne oa ket evit veñjañ anezhe rak ne ouied ket piv e oa kablus. Ness a savas neuze he fian dezhi hec'h-unan da adkavout Cathbad ha da lazhañ anezhañ. E-keit ha ma oa o kouronkañ en ur poull en hec'h-unan avat, en em gavas Cathbad a zeuas etre ar plac'h hag hec'h armoù, dic'houinet e gleze gantañ. Espernañ ar reas he buhez war an diviz e teufe da vezañ e wreg. E-kichen ur stêr anvet Conchobar o doa graet o annez, ha Ness a c'hanas ur mab dizale, met e gwirionez e dad a oa Roue Uhel Iwerzhonn, Fachtna Fáthach, pried kleiz Ness. E-keit ha m'edo Ness ha Cathbad war an hent da weladenniñ Fachtna, en em gavas Ness war wentloù. Disklêriañ a reas Cathbad dezhi neuze e vefe ur roue bras eus he mab, dezhañ ur vrud peurbadus, mar befe gouest da c'hortoz an deiz war-lerc'h d'e c'henel, rak ganet e vefe d'ar memes deiz ha Jezuz Krist. Ha Ness da azezañ war un dar war vord ar stêr Conchobar, hag antronoz vintin e c'hanas he bugel. Kouezhañ a reas ar c'hrouadur en dour met Cathbad a dennas anezhañ eus ar stêr, e vadezas Conchobar diwar anv an dourredenn, hag a zesavas anezhañ evel e vab[5]
Conchobar a zeu da vezañ roue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa seizh vloaz, Fergus mac Róich a oa roue Ulaid hag a gouezhas e karantez gant Ness. Asantiñ a reas homañ da zont da vezañ e wreg, war an diviz e aotrefe Fergus e vefe roue he mab Conchobar evit bloaz. En doare-se e vefe graet mibien roue eus e vugale. Hervez lezenn Iwerzhon er grennamzer e tremene an hêrezh dre linenn ar baotred, ha ne c'halle den bezañ lakaet da roue nemet ar re o devoa ur roue e-touez hendadoù o zad[6]. Noblañs Ulaid a zisklêrias da Fergus ne cheñchfe netra en o emzalc'h en e geñver dre ma ne vefe roue ar bugel nemet a anv, hag eñ ha asantiñ. Conchobar, avat, kuzuliet gant e vamm, a renas kenkoulz ma oa divizet gant an noblañsed e dibenn ar bloaz e tlefe chom roue[7]. Kevrediñ a reas Fergus neuze gant ar roue uhel nevez, Eochu Feidlech, ha brezeliñ a rejont ouzh an Uladed. Goude un heuliad emgannoù gwadek, Conchobar a ginnigas ar peoc'h. Kinniget e oa da Fergus douaroù, lodenn ar c'hampion en Emain Macha, hag ar statud a hêr eus Conchobar. Goulenn a rae Conchobar groñs un digoll digant Eochu abalamour m'en doa lazhet e dad, Fachtna Fáthach, hag e reseve ivez douaroù, ha merc'h ar roue uhel da wreg[8].
Euredoù ha tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eurediñ a reas Conchobar gant un toullad merc'hed eus Eochu. Medb, a zeuas da vezañ rouanez Connacht diwezhatoc'h, e oa an hini kentañ. Genel a reas ur mab anvet Amalgad, hogen kuitat a reas anezhañ buan. He c'hoar Eithne a engehentas ur mab gantañ, met Medb a lakaas he beuziñ en ur wazh. He mab Furbaide a oa tennet eus he c'horf goude he marv. Mugain a roas dezhañ ur mab anvet Glaisne hag a chomas e wreg pennañ.
Mamm mab henañ Conchobar, Cormac Cond Longas, zo Clothru, merc'h Eochu, pe mamm Conchobar, Ness hec'h-unan[9]. Cormac zo roet da Fergus mac Róich da vagañ.
E-touez mibien Conchobar emañ Cúscraid Mend Macha ha Folloman. Eurediñ a reas e verc'h Fedelm Noíchrothach gant Cairbre Nia Fer, Roue Tara, hag ur mab, Erc, hag ur verc'h, Achall, o deus.
Div c'hoar en deus Conchobar, Findchóem[10] ha Deichtine[11]. Eurediñ a reas Findchóem gant ar barzh Amergin, ha Conall Cernach e oa o mab. Deichtine eo mamm Cú Chulainn, pe diwar he fried marvel, Sualtam, pe diwar an doue Lugh[12].
Deirdre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edo Conchobar o weladenniñ Fedlimid mac Daill e c'hanas gwreg Fedlimid ur verc'h. Cathbad, deuet da vezañ penndrouiz Conchobar, a ziouganas e vefe ken kaer ma tisklêrfe rouaned ar brezel abalamour dezhi, ha ne zigasfe nemet glac'har. Anvet e voe Deirdre, ha diviz a reas Conchobar he desevel pell diouzh ar wazed, e soñj eurediñ ganti pa vefe erru en oad. Koulskoude e tec'has gant ur brezelour yaouank anvet Naoise. Gant daou vreur Naoise ez eas ar c'houblad da guzh ha rediet e voe goude-se da vont da repuiñ e Bro-Skos. Forzh pelec'h e klaskent annezañ avat e klaske roue ar vro lazhañ anezhe da gaout Deidre evitañ e-unan, ha ret e veze dezhe mont kuit. A-benn ar fin e voent dizoloet gant Conchobar en un enezenn zistro ha kas a reas Fergus davete da warantiñ war e enor e vefe dizañjer evite mont d'ar gêr. War an hent e teuas ar roue a-benn da zispartiañ Fergus diouzh ar re a wareze o lakaat unan da bediñ anezhañ d'ur fest (abalamour d'ur geis ne c'halle ket nac'hañ un hevelep pedadenn). En e lec'h e voent ambrouget betek Emain Macha gant mab Fergus, Fiachu. Nebeut amzer goude bezañ erruet eno e voe muntret Fiachu, Naoise hag e vreudeur war urzhioù Conchobar gant Éogan mac Durthacht, ha rediet e voe Deirdre da eurediñ Conchobar.
Fergus, fuloret gant marv e vab hag ar gaou graet ouzh e enor, a zisklêrias ar brezel da gConchobar, war un dro gant Cormac Cond Longas, a gemeras tu e dad-mager a-enep e dad, ha Dubthach Dóeltenga. Deviñ a rejont Emain ha peurlazhañ gwerc'hezed Ulaid, a-raok mont en harlu gant Medb hag he gwaz Ailill e Connacht.
Deirdre a vevas gant Conchobar evit bloaz, hag e-pad an amzer-se ne vousc'hoarzhas morse. Ne zebre ha ne gouske nemet dibaot a wezh, ha nac'hañ a rae bezañ frealzet. Erru skuizh ganti e c'houlennas Conchobar ganti piv a gasae ar muiañ, hag e respontas, "C'hwi, hag Éogan mac Durthacht." Conchobar a roas anezhi neuze da Éogan. Antronoz, pa oa e karr Éogan, en em lazhas o skeiñ he fenn en ur maen[13].
Preizhadeg saout Cooley
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel a reas Medb un arme deuet eus pevar eus pemp proviñs hengounel Iwerzhon hag aloubiñ a reas Ulaid da laerezh an tarv Donn Cúailnge (Cúailnge zo Cuaille hiziv) evel m'en danevell Táin Bó Cúailnge. Conchobar, evel holl an Uladiz war-bouez Cú Chulainn, ne oa ket gouest d'en em gannañ, abalamour da vallozh Macha a lakae anezhe da chom er gwentloù e-pad ur frapad bep bloaz. Cú Chulainn en em gannas neuze e-unan en un niver a emgannoù, dreist-holl emgannoù-daou a-enep kampioned Connacht, en esper reiñ d'ar Uladed amzer a-walc'h da zont e-barzh ha da gemer an armoù.
A-benn ar fin, tad Cú Chulainn, Sualtam, a yeas davet Conchobar en Emain Macha da reiñ da c'hoût dezhañ emedo arme Connacht hag an teir frovins all o tizalbadiñ ar vro ha da c'houlenn groñs gantañ e savfe an arme a-raok ma vefe re ziwezhat. Conchobar hag e zrouized a zisklêrias neuze e tlefe bezañ lakaet Sualtam d'ar marv abalamour m'en doa torret boazioù al lez : den ebet n'en deus urzh da gomz a-raok Conchobar nemet e zrouized e vefe. Sualtam a redas er-maez met kouezhañ a reas war vevenn e skoed hag eñ ha troc'hañ e benn dezhañ e-unan. Degaset war-c'horre e skoed e kendalc'he e benn troc'het da youc'hal e gemennadenn. Conchobar a sav e arme hag he c'has d'an emgann. E-doug ar stourm edo Fergus war-nes lazhañ anezhañ, Cormac Cond Longas avat a viras outañ a lazhañ e dad, ha Fergus a zibennas kribenn tri menez gant e daol. A-benn ar fin e oa rediet Medb d'en em dennañ d'he bro gant Cú Chulainn, met deuet e oa a-benn da gas an tarv a glaske kavout e Connacht. Eno e stourmas ouzh tarv he fried Ailill, Finnbhennach, e lazhas anezhañ, hag e varvas gant an divi ma oa[14].
Emgann Ros na Ríg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Táin, en em gav Conchobar klañv ha ne zebr na ne gousk takenn. Goulenn a ra an Uladed gant Cathbad dizoleiñ petra a ya a-dreuz gant o roue. Conchobar a lavar da Gathbad ez eo klañv abalamour m'o deus brezeliet ar peder froviñs all outañ hag ez int deut a-benn d'en em dennañ hogos dibistig. Daoust m'en doa trec'het Ailill ha Medb, ne oa bet lazhet hini anezhe en emgann, hag en doa kollet e darv ouzhpenn. Fellout a ra dezhañ brezeliñ ouzh Connacht, met goañv zo anezhi, ha Cathbad a ali anezhañ da c'hortoz betek an hañv pa vo e vrezelourien hag e gezeg fresk ha leun a startijenn, hag etretant, da c'houlenn digant e gevredidi kas soudarded da skoazellañ anezhañ. Kas a ra neuze ur ger da gConall Cernach, a zo o sevel an truaj en inizi Bro-skos, hag hennezh a sav ur flodad bras gant kevredidi an Uladed e Lec'hlenn hag en inizi Faero hag o ren betek Ulaid.
O welet kement-se e krog ar proviñsoù all da zaspun o brezelourien. Eochu mac Luchta, roue Cúige Mumhan, a gendrec'h Ailill ha Medb da ginnig un digoll da Gonc'hobar. Conchobar a argas ar c'hinnig avat hag a zisklêr ne vo ket laouen kent na c'hallo sevel e deltenn forzh pelec'h en Iwerzhon. Pa c'houlenner gantañ e pelec'h e fell dezhañ sevel e deltenn evit noz e choaz Ros na Ríg (Rosnaree) war-vord stêr an Bhóinn. Digeriñ a ra un emgann e Ros na Ríg etre an Uladed diouzh un tu, ha diouzh an tu all rouantelezh Mide, renet gant mab-kaer Conchobar, Cairpre Nia Fer, Roue Tara, hag Gailióin Laighin, renet gant o roue, Find mac Rossa. Treiñ a ra fall evit an Uladed kent na zeu Conall Cernach d'en em gannañ rak an Uladed digalonekaet o deus re a aon dirazañ da guitaat an dachenn emgann. Lazhañ a ra Conall mil den en emgann. Cairpre Nia Fer a ziskar 800 den a-raok bezañ lazhet gant Cú Chulainn gant un dared taolet a-bell. Kilañ a ra ar Gailióin neuze ha kemeret eo Tara gant an Uladed. Erc, mab Cairpre ha mab-bihan Conchobar a zeu da vezañ roue nevez Tara. Touiñ a ra fealded da Gonc'hobar ha eurediñ merc'h Cú Chulainn, Fínscoth[15].
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a ra Conchobar abalamour d'ar gloaz en deus bet digant ur brezelour eus Connacht, Cet mac Mágach. Cet en doa laeret unan eus eñvorennoù trecʼh an Uladed, empenn maenekaet Mesgegra, roue Laighin, ha taolet en doa anezhi gant e valtam kement ha ken bihan ma oa sanket e penn Conchobar. A-hervez e vefe c'hoarvezet e Baile Ath in Urchair, (Ardnurcher)[16]. Ne oa ket mezeien Konc'hobar evit tennañ anezhi. Serriñ a rejont ar gloaz a lavaret d'ar roue e chomfe bev gant ma chomfe sioul ha ma ne'n em skuizhfe ket re. Seizh vloaz sioul a-walch diwezhatoc'h a-hervez e voe danevellet marv ar C'hrist da Gonc'hobar a savas kement a zroug ennañ abalamour da se ma strinkas an empenn er-maez eus e benn ha ma tremenas war an taol. Badezet e vije bet gant gwad ar gloaz hag aet e vije e ene d'ar baradoz[17]. Daoust ma'z eo bet kristenekaet danevell e varv, houmañ a denn kalz d'ar vojenn diwar-benn emgann Thor ha Hrungnir, e mitologiezh Lec'hlenn. Kement-se a ro da soñjal o deus an div vojenn un hevelep orin pe eo bet amprestet unan anezhe e-pad prantad aloubadegoù ar Vikinged en Iwerzhon.
Goulenn a reas an Uladed digant e vab, Cormac Cond Longas, atav en harlu e Connacht, da zont da vezañ roue war e lerc'h met war an hent da Emain Macha e oa bet ret da Cormac terriñ unan eus e c'heasa pe tabouioù ha lazhet e oa en un emgann nebeut goude[18]. Hervez ali Conall Cernach e oa roet ar gurunenn da vab all Conchobar, Cúscraid Mend Macha[19].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Serglige Con Culainn, ed. Myles Dillon (1953). Serglige Con Culainn. Mediaeval and Modern Irish Series 14.
- Compert Con Culainn (Recension I), ed. A.G. van Hamel (1933). Compert Con Culainn and Other Stories. Mediaeval and Modern Irish Series 3. Dublin: DIAS. pp. 1–8.
- Compert Con Culainn (Recension II), ed. Kuno Meyer (1905). "Mitteilungen aus irischen Handschriften: Feis Tige Becfoltaig". Zeitschrift für celtische Philologie. 5: 500–4 (from D IV 2).; ed. Ernst Windisch (1880). Irische Texte mit Wörterbuch. 1. Leipzig. pp. 143–5 and 140–2 (from Egerton 1782).
- Tochmarc Emire (Recension I), ed. and tr. Kuno Meyer (1890). "The Oldest Version of Tochmarc Emire". Revue Celtique. 11: 433–57. CELT link.
- Tochmarc Emire (Recension II), ed. A.G. van Hamel (1933). Compert Con Culainn and Other Stories. Mediaeval and Modern Irish Series 3. Dublin: DIAS.; tr. Kuno Meyer (1888). "The Wooing of Emer". Archaeological Review. 1: 68–75, 150–5, 231–5, 298–307.
Skridoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breatnach, Liam (1989). "Conchobar mac Nesa (? first century AD) and the Triumph of Christianity". In Ciaran Brady (ed.). Worsted in the Game: Losers in Irish History, Dublin: Lilliput Press, pp. 11–8.
- Hollo, Kaarina (1995), "Conchobar's 'Sceptre': The Growth of a Literary Topos", Cambrian Medieval Celtic Studies, 29: 11–25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Skrapadeg Saoud Koualnge", troet gant Roparz Hemon, Gwalarn, 1943, Nnn 160, p. 259
- ↑ "Skrapadeg Saoud Koualnge", troet gant Roparz Hemon, Gwalarn, 1929, Nnn 17, p. 53
- ↑ Lebor Laignech, "Levr Leinster", savet war-dro 1160
- ↑ Thomas Kinsella (troer), The Táin, Oxford University Press, 1969, p. 3
- ↑ Whitley Stokes, "Tidings of Conchobar mac Nessa", Ériu 4, 1910, pp. 18-38; Kuno Meyer, "Anecdota from the Stowe MS. No 992", Revue Celtique 6, 1884, pp. 178-182
- ↑ Dáibhí Ó Cróinín, Early Medieval Ireland, Longman, 1995, pp. 65-66
- ↑ Stokes 1910
- ↑ Maighréad Ní Conmidhe Dobs (ed. & trans.), "La guerre entre Fergus et Conchobar", Revue Celtique 40, 1923, pp. 404-423
- ↑ Joseph O'Neill, "Cath Boinde", Ériu 2, 1905, pp. 173-185
- ↑ En istorioù zo ez eo Findchóem ur vaouez eus Connacht hep liamm gant Conchobar. Sellet ouzh Whitley Stokes (embanner ha troer), "Cóir Anmann", Irische Texte series 3 levrenn 2, 1897, p. 393-395
- ↑ En istorioù zo ez eo Deichtine merc'h Conchobar. Sellet ouzh A. G. van Hamel, Compert Con Culainn and Other Stories, 1978, pp. 1-8
- ↑ James MacKillop, Dictionary of Celtic Mythology, Oxford University Press, 1998, pp. 88-89
- ↑ Vernam Hull (ed & trans), "Longes mac n-Uislenn: the Exile of the Sons of Uisliu", Modern Language Association of America, 1949
- ↑ Kinsella 1969, pp. 52-253
- ↑ E. Hogan (ed & trans), Cath Ruis na Ríg for Boinn, Todd Lecture Series, 1892
- ↑ Eugene O'Curry, Lectures on the Manuscript Materials of Ancient Irish History, (Dublin 1861), page 593.
- ↑ Kuno Meyer (ed. & trans.), "The Death of Conchobar", The Death Tales of the Ulster Heroes, 1906, pp. 2-21
- ↑ Whitley Stokes (1900), "Da Choca's Hostel", Revue Celtique 21, pp. 388-402
- ↑ R. I. Best (1916), "The Battle of Airtech", Ériu 8, pp. 170-190
|