Mont d’an endalc’had

Mide

Eus Wikipedia


Mide
Rouantelezh Mide
? – 1173

Ardamezioù Rouantelezh Mide

Ardemezioù

Location of Rouantelezh Mide
Location of Rouantelezh Mide
Kartenn eus Iwerzhon war-dro 900
Kêr-benn Tara
Yezh(où) Heniwerzhoneg, krenniwerzhoneg
Relijion Drouizelezh (betek 700) Kristeniezh (700–1172)
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh ?
 - Aloubet gant an Angled-ha-Normaned 1173


Mide a oa ur rouantelezh iwerzhonat e-pad ar Grennamzer. Krouet e oa bet en Henamzer moarvat. Edo e-kreiz an enez, evel m'en diskouez e anv Mide, a dalvez "kreiz" en heniwerzhoneg. Hiziv ez eus div gontelezh en Iwerzhon zo anvet diwar anv ar rouantelezh-se : Meath ha Westmeath.

Hervez an hengoun e vefe bet krouet gant Tuathal Teachtmhar er c'hantved kentañ. He rouaned kentañ a vefe bet Uí Enechglaiss, un darn eus ar Fir Bolg.

War-dro 490 e voent kaset kuit eus o bro, e-kichen Kildare gant an Uí Néill ha kemeret e voe o lec'h gant Clann Cholmáin a renas war ar vro betek distruj ar rouantelezh. Meur anezho a oa bet Pennroue Iwerzhon. War zigreskiñ ez eas ar rouantelezh er Grennamzer avat, hag e 1173 e kollas he frankiz, aloubet gant tud Connacht.

  • "Clann Cholmain Kings of Mide 766–1184", page 195–196 in "A New History of Ireland", Vol. IX, ed. Byrne, Martin, Moody, 1984.
  • "Irish Leaders and Learning Through the Ages", Paul Walsh; ed. O Muraile, 2004.
  • "King James II's Irish Army List", D'Alton, 18??