Kuno Meyer

Eus Wikipedia
Kuno Meyer

Kuno Meyer (20 a viz Kerzu 1858 - 1919) a oa ur yezhoniour alaman hag ur c'heltiegour. Ganet e voe e Hamburg, ha breur e oa d'an istorour Eduard Meyer (1855-1930).

Goude studioù war ar yezhoniezh e skol-veur Hamburg hag e skol-veur Leipzig, gant ar c'helenner Ernst Windisch e-touez skolveuridi all, ez eas da Vro-Saoz da gelenn alamaneg hag ar yezhoù germanek e skol-veur Liverpool (1884-1911). Eno e talc'has da studiañ heniwerzhoneg ha da embann pennadoù war an danvez-se. E 1896 e krouas, asambles gant Ludwig Christian Stern, ar gelaouenn Zeitschrift für celtische Philologie. E 1903 e krouas Skol ar Studioù Iwerzhonek, e Dulenn hag er bloavezh war-lerc'h e savas ar gelaouenn a studi Ériu, a-gevret gant ar Skosad John Strachan. E 1911 e voe anvet da gelenner war ar yezhoniezh keltiek e skol-veur Berlin, war-lerc'h ar c'helenner Heinrich Zimmer.

E deroù ar Brezel-bed Kentañ ez eas da Stadoù Unanet Amerika, ma reas prezegennoù dre ar vro. E gomzoù a-du gant Alamagn, distaget dirak Iwerzhoniz harluet e Long Island, e miz Kerzu 1914, a zisplijas kenañ da bennadurezhioù Breizh-Veur ha tamallet e voent dezhañ. Tennet e voe digantañ e gador kelenner a enor e Liverpool ha rankout a reas reiñ e zilez eus Skol ar Studioù Iwerzhonek hag eus ar gelaouenn Ériu. Derc'hel a reas da reiñ prezegennoù e skolioù-meur ar Stadoù Unanet koulskoude. Distreiñ a reas da Alamagn e 1917. Kenderc'hel a reas da gelenn e Berlin, betek e varv d'an 11 a viz Here 1919, e Leipzig.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]