Mont d’an endalc’had

Zeitschrift für celtische Philologie

Eus Wikipedia

Zeitschrift für celtische Philologie (kelaouenn a yezhoniezh keltiek en alamaneg) zo ur gelaouenn a embann studiadennoù war ar yezhoù keltiek, an hini goshañ er bed. Pennadoù en alamaneg hag e saozneg a gaver e-barzh dreist-holl ; a-wechoù e kaver ivez pennadoù e galleg, en italianeg hag e spagnoleg.

Savet e voe ar Zeitschrift für celtische Philologie en Alamagn gant ar skolveuridi Kuno Meyer ha Ludwig Christian Stern e 1896. E-pad pell e voe sellet outi evel ar gelaouenn bouezusañ war dachenn ar studioù keltiek, dreist-holl war dachenn ar yezhoniezh keltiek. Adalek an deroù e voe roet ur plas bras d'an henouezeleg ha da yezhoù keltiek ar c'hevandir, met pennadoù a vez embannet ivez a-wechoù diwar-benn ar brezhoneg. Kalz tud brudet zo bet o kenlabourat gant ar gelaouenn (Ludwig Christian Stern, Kuno Meyer, Julius Pokorny, Rudolf Thurneysen, Heinrich Wagner) ; nebeutoc'h a skolveuridi eus Breizh eget eus Alamagn pe Iwerzhon avat.

Embannet e voe etre 1896 ha 1943. Adkroget e voe d'he embann e 1954. Embannet e vez e skol-veur Bonn.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]