Mont d’an endalc’had

Cian

Eus Wikipedia

E gwengelouriezh Iwerzhon eo Cían, lesanvet Scal Balb, douaren Dian Cechtn mezeg an Tuatha Dé Danann, ha tad Lugh Lamhfada. Breudeur Cían e oa Cu, Cethen ha Miach.

Cían a voe lazhet gant mibien Tuireann, goude ma oa goulennet gant Lugh dastum teñzorioù tro-dro ar bed evel éraic (dicʼhaou), hervez "Levr an aloubadegoù" (Lebor Gabála Érenn) pe e stumm ur romant "Tonkad Hil Tuireann".

Cían a dalv "an hini a bad"; cían a dalv "hir, padus, pell".