Tuatha Dé Danann

Tuatha Dé Danann en iwerzhoneg (distagadur [t̪ˠuːəhə dʲeː d̪ˠan̪ˠən̪ˠ]), a zo ur meuriad e gwengelouriezh Iwerzhon. Troet eo an titl peurliesañ evel pobl an doueez Danu, anavezet ivez gant an anv koshoc'h Tuath Dé (meuriad an doueed[1],[2] pe meuriad doueel[3]). Hervez hengoun aloubadegoù Iwerzhon taolennet el Lebor Gabála Érenn ez int ar pempet rummad tud deuet d’ober o bro eus Iwerzhon, o kemer anezhi diwar-goust ar Fir Bolg.
An Tuatha Dé Danann a oa alouberien Iwerzhon ha ren a rejont ar vro e-pad daou gantved. Krediñ a reer e oant a orin keltiek, met n'int ket hendadoù an Iwerzhoniz a-vremañ. Ar re ziwezhañ a oa ar Milesianed (Iwerzhoniz, Skosiz, pe Gaeled) hag a renas Iwerzhon, goude bezañ trec'het an Tuatha Dé Danann, betek o faezhidigezh gant ar Saozon. Mojennoù kozh eo istor an Tuatha Dé Danann, o kontañ istor ar baotred hag ar merc'hed, ar re furañ ha vertuzusañ anezho a zeuas da vezañ doueed hag a zeuas war wel evel boudoù doueel e kelc'hiad ar c'hontadennoù a heulias. Bepred e vezent o vrezeliñ ouzh ur bobl garv ha gouez anvet ar Fomorianed, hag a voe trec'het ganto a-benn ar fin. O emgann a c'hellfe aroueziañ, diouzh ur sell mojennel, ar stourm kozh etre ar mad hag an droug[4].
Gwezenn kerentiezh Tuatha Dé Danann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Geoffrey Keating ha Lebor Gabála Érenn, gant daveennoù e Cath Maige Tuired.
Tud all eus Tuatha Dé Danann:
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En dresadenn-vev japanat Full metal panic, ul lestr-spluj a zo anvet Tuatha Dé Danann.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Carey, John (2006). Tuath Dé, Celtic Culture: A Historical Encyclopedia. ABC-Clio
- ↑ (en) Williams, Mark (2016). Ireland's Immortals: A History of the Gods of Irish Myth. Princeton, NJ: Princeton University Press. p. 187
- ↑ (en) MacCulloch, John Arnott (1918). The Mythology of All Races: Vol 3 (Celtic and Slavic). Marshall Jones Co. p. 39.
- ↑ T. W. Rolleston (skrivagner),Stephen Reid (skeudennoù), 1910, The High Deeds of Finn and other Bardic Romances of Ancient Ireland, New York, The Project Gutenberg eBook