Cathbad

Eus Wikipedia

Cathbad (Heniwerzhoneg: [ˈkaθvað]), pe Cathbhadh en iwerzhoneg a-vremañ, eo an drouiz pennañ e lez ar Roue Conchobar mac Nessa e kelc'hiad Ulaid, e gwengelouriezh Iwerzhon.

E div destenn anavezet, ma vez danevellet ganedigezh Conchobar, emañ Cathbad war-dro gant ar vamm Nessa, hag unan ag an daou a resisa eo Cathbad tad Conchobar. Da gentañ en devoa goulennet Nessa, merc'h Eochaid Sálbuide, roue Ulad, gant an drouiz petra en devoa gwelet er ragarouezioù d'ar mare-se (rak un drouiz a c'hall diouganiñ an dazont diouzh ar pezh a wel). Cathbad a eilgerias : "amzer evit hiliañ ur roue pe ur rouanez". Ne oa gour ebet tro-dro nemet Cathbad ha neuze e tivizas Ness e gemer en he gwele kerkent d'ober ur mab.[1]

En eil testenn, e argadas Cathbad, hag a zo e penn ur bagad Fianna, ti tad-kaer Ness, ha lazhañ 12 annezad. Eochaid ne c'hall ket dizoloiñ piv a c'hourdrouz ar c'hreñvlec'h neuze e tivizas leuskel Ness da gemer 27 fianna ganti da glask an dorfedourion. Hag un deiz e soñjas diskuizhiñ en ur gibelliñ noazh en ul lenn, he-unan hag hep arm ebet ganti. Cathbad a dremenas dirazi ha diouzhtu e c'houlennas Cathbad anezhi evit gwreg. Ne c'hall ober netra arall nemet plegañ hervez e youl. Hogen en destenn-mañ eo ar bugel ganet ag ar c'haredig da Ness, ar roue Fachtna Fáthach, ha n'eo ket Cathbad an tad. Ness a voe tost da c'henel ar bugel pa lavaras Cathbad: ma c'hallfe gortoz un deiz c'hoazh a-raok genel he devo ur mab hag a vezo ur roue meur ha brudet bras. Ness a c'hortoza e ribl ur stêr anvet Conchobar hag a roas buhez an deiz-war-lerc'h. Ar babig a gouezhas e-barzh an dour mes Cathbad a adtapas anezhañ hag a roas dezhañ anv ar stêr, Conchobar, hag e tesavas ar bugel evel pa vije e vab.

Gant Deirdre e oa an drouiz ivez pa deuas-hi war an douar, hag e tiouganas un tonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh.[2] Cú Chulainn a glevas un deiz ivez e oa bet diouganet gant CathBad e vo leun a glod peurbadel met berr e vuhez an hini a gemero an armoù an deiz-se, aze e yeas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kinsella, Thomas (1969). The Táin. Oxford University Press. 3 p. 
  2. Heroic Romances of Ireland. Sacred-texts.com. Retrieved on December 24, 2011.