Mont d’an endalc’had

Fergus mac Róich

Eus Wikipedia
Fergus mac Róich o tougen Sétanta war e zivskoaz, skeudennaouet gant George Denham

Fergus mac Róich (hag a dalv "gour" pe "mab ag an dibab")[1] zo un tiern ag Ulaid e Kelc'hiad ar Skourr Ruz e gwengelouriezh Iwerzhon.
Trubardet e voe ha skarzhet ag e dron gant Conchobar mac Nessa, ha dont a reas da vout kevredad ha karedig ar rouanez Medb a Gonnacht, hag he ambroug a reas en he ergerzhadeg a-enep an uladiz e Táin Bó Cúailnge. Lavaret e vez eo Fergus ur gour bras-meurbet gant ur galloud reizhel kreñv. Se a zesachas anezhañ e degouezhioù arvarus evel e darvoudoù an Táin Bó Flidhais.

Fergus a zeuas da vout tiern Ulaid goude marv Eochaid Sálbuide, lazhet gant Eochu Feidlech e stourm Leitir Ruad Fachtna Fáthach. Aze e c'houlennas Ness, merc'h Eochaid Sálbuide, evit gwreg. Asantiñ a reas gant ar bromesa e vije roet an tron d'he mab Conchobar ur bloavezh-pad. Tierned Ulaid a zinec'has Fergus en ur lavaret e vije ar bugel ur roue nemet dre an titl, mes Conchobar, gant harp e vamm, a renas ken mat war al lann ma voe miret evel tiern e-lec'h Fergus. Atav e chomas leal Fergus da Conchobar, hag e teuas da vout adtad mab henañ Conchobar, Cormac Cond Longas, hag eontr Cú Chulainn.

  1. (en) Ó hÓgáin, Dáithí. Myth, Legend & Romance: An encyclopaedia of the Irish folk tradition. Hoboken, NJ : Prentice Hall, 1991, pp.195-197 (ISBN 9780132759595)