Revue Celtique

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Revue Celtique a oa ur gelaouenn c’hallek a blede gant ar studioù keltiek hag a zeuas er-maez etre 1870 ha 1934. Enni ez eus bet embannet pennadoù gant skloveuridi anavezet, evel Henri d'Arbois de Jubainville, Joseph Loth, Georges Dottin, Émile Ernault, Joseph Vendryes, Whitley Stokes, Kuno Meyer ha keltiegourien all c’hoazh.

Savet e oa bet gant Henri Gaidoz, a felle dezhañ krouiñ ur benveg da liammañ an dud a blede gant ar studioù keltiek en eil hanterenn an XIXvet kantved. Ur galv a reas e-touez lenneien ha tud anavezet all e 1879, ha 197 den a respontas dezhañ e oant prest da goumanantiñ d’e gelaouenn. En o zouez ne oa nemet 17 hag a oa o chom e Breizh : en o mesk e oa eskob Kemper ha Leon, hini Sant-Brieg ha Landreger, Troude, Kervarker pe Fañch an Uhel.[1] E miz Mae 1870 e teuas an niverenn gentañ er-maez, enni pennadoù savet gant 25 den anavezet, eus meur a vro, barrek war dachenn ar studioù keltiek. En o zouez e oa Henri d’Arbois de Jubainville, diellour, Ernest Renan, kelenner e Skolaj Bro-C’hall, Prosper Levot, levraoueger evit ar morlu e Brest, Fañch an Uhel, an dastumer kontadennoù ha kanaouennoù brezhonek, Whitley Stokes, ur yezhoniour saoz hag a oa en India da neuze, Max Müller, un Alaman hag a oa kelenner e skol-veur Oxford, pe c’hoazh Daniel Silvan Evans, ur geriadurour kembraek. [2]

Etre 1870 ha 1934 e voe embannet 51 niverenn – unan bep daou vloaz en deroù hag unan bep bloaz, goude 1886 -, dindan renerezh Henri Gaidoz da gentañ, Henri d'Arbois de Jubainville war-lerc’h, ha Joseph Loth da ziwezhañ. Ar Revue Celtique e oa ar gelaouenn gentañ a blede penn-da-benn gant ar studioù keltiek, ar yezhoniezh dreist-holl. Enni e voe embannet studiadennoù gouiziek e galleg ha kalz testennoù brezhonek, testennoù krennvrezhonek da skouer. Ha dre ma n’int ket bet adembannet abaoe, ez eo talvoudus-bras danvez ar gelaouenn d’an dud a bled gant an dachenn-studi-se.

Goude marv Joseph Loth (1847-1934) e paouezas ar gelaouenn da zont er-maez. Adsavet e voe ur gelaouenn heñvel da gemer he lerc’h, Études Celtiques hec’h anv, gant Joseph Vendryes, e 1936.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lucien Raoul, Un siècle de journalisme breton, Le Signor, 1981, p. 176
  2. L. Raoul, Un siècle de journalisme breton, p. 177


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]