Ernest Renan
Joseph Ernest Renan (28 a viz C'hwevrer 1823[1] - 1892) a zo ur skrivagner hag ur prederour breizhat ha gall. Ganet eo bet e Landreger, mab da Philibert François Renan, ur c'habiten kenwerzh, ha da vMagdelaine Josephe Feger. Eno e tremenas e vugaleaj en un endro vrezhonek ha diouzh-se e teskas komz brezhoneg flour. Mervel a reas e Pariz.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fellout a rae dezhañ mont da veleg hag ez eas d'ar c'hloerdi da Bariz evit studiañ an deoliezh, met gwelloc'h e kavas a-benn ar fin mont da gelenner war al Lizhiri klasel ha yezhoù ar Reter-Nesañ. Tremen a reas an agregasion war ar brederouriezh, mont a reas da zoktor war al Lizhiri ha da gelenner war an hebraeg. Brudet-bras e voe en e amzer peogwir e savas a-enep an Iliz katolik en anv ar skiant ha studi ar skridoù sakr en un doare skiantel.
Beajiñ a reas er Reter-Nesañ, da vont da studiañ gwrizioù ar relijion gristen el lec'h ma oa-hi ganet.
Prenañ a reas ur maner anvet Rosmapamon e Louaneg e-lec'h ma teue e-pad e vakañsoù hag e tegemere meur a benn uhel eno. Plijout a rae dezhañ kouviañ Anatol ar Braz, Charlez ar Govig, Narsis Kelien, hag all, evit debriñ "koanioù keltiek".
Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Berzh a reas e levr "La Vie de Jésus" a voe kondaonet gant an Iliz katolik. Kinniget e vez e skrid "Qu'est-ce qu'une nation?" (Petra eo ur vroad?) da studiañ er skolioù-meur hiziv c'hoazh, ha gwelet eo evel unan eus tadoù ar Republik c'hall.
E Breizh ivez e oa bras e vrud ha gwelet e veze evel unan eus ar re a rae enor d'ar vro, dre ma oa enoret e Pariz. Bras e voe e levezon war republikaned e amzer ha war ur brezhoneger ha gwerinour evel Fañch an Uhel, a gavas ul labour dindan ar Stad a-drugarez dezhañ.
E levr Souvenirs d'enfance et de jeunesse a zo bet lennet kalz e Breizh ha dreist-holl e Bro-Dreger.
Reuz a voe e kêr Landreger pa voe kaoz da sevel un delwenn dezhañ tre dirak an iliz-veur ha kannadegoù a voe etre katoliked, ur bochad Leoniz degaset gant o beleien en o zouez, ha republikaned ar vro.
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Vie de Jesus (Buhez Jezuz), buhez-skrid, 1863
- Souvenirs d'enfance et de jeunesse (Eñvorennoù bugaleaj ha yaouankiz), 1883
- Drames philosophiques, 1886
- Histoire du peuple d'Israël (Istor pobl Israel), 1894
- Essai sur la poésie des races celtiques
Da welet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Landreger e c'heller gweladenniñ an ti ma vevas ennañ pa oa bihan. Ur mirdi eo.
Arroudennoù brudet Ernest Renan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-barzh rakskrid S.E.J :
- Ar plac'h, kaer ha vertuzius a zo an touellwel hag e lak leun a lennoù ha balioù haleg hor mell spered goullo .
- An empenn devet gant poellataerezh, en eus ezhomm1 plaended, evel m'az an dezerzh en eus ezhomm1 dour sklaer.
- Pellaat a reomp diouz an natur war bouez gouzout muioc'h diwarni2
- Ne dleer ket bizkoaz skrivañ nemet diwar ar pezh e garer.
- Diorroadur ar spered eo pal ar bed, hag an doare kentañ evit diorroadur ar spered, eo ma vefe dishual.3
- Ur renadur demokratel berrsperedek a zo, e ouier, feukidik .
- Ar gwallañ fazi eo krediñ talvezout d'e vro en ur droukkomz diouzh ar re hag o deus savet anezhi.
- Gwir araokourien a zo ar re hag o deus un doujañs don evit an amzer tremenet.
- ... war ar stern
- 1 --- a soif de ---
- 2 --- à force de la sonder ---
- 3 --- c'est sa liberté ---
E-barzh Kloerdi bihan Sant-Nikolaz Chardonnet :
- Ar vuhez ne dalv nemet dre emouestlerezh evit ar wirionez hag ar mad.
- ... an hini hag en eus doujañs evitañ ne c'hall labourat nemet evit uhelvennad, ar peurest a zeu war lec'h, dister, tost d'ar mezh, ignominia seculi; ...
E-barzh Marc-Aurèle. XXXII : " Mes, e gwirionez, e petra Septim Sever e vije bet reizoc'h eget Albin ha Pesciennus Niger ? Deut eo a-benn gwelloc'h diwarno (trec'het en eus diwarno), ha setu tout ! Pennabeg kristen : "ret eo ober gant hini hag emañ an dalc'h gantañ ", e oa ennañ diazez azeulerezh an dra graet, da c'houzout azeulerezh ar c'hreñvder".
E-barzh (?. da glask) :
- Sotoni an Den a zo an dra nemetken hag a ro sonj eus an Divent. (N'ez eus nemet sotoni an Den hag e c'hell rein un tañva eus an Divent)