Machair

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Machair (saoznekaet a-wechoù e machar) zo un anv gouezelek hag a vez graet eus douaroù izel ha strujus an arvor en Skos hag Iwerzhon, ha dreist-holl en Inizi Gall pellañ.

Daou seurt machair zo:

  • un doare prad pe peurvan war an erin hag an traezh, avelet
  • an douar etre an traezh hag an taouarc'hegi a-dreñv.

C'hoarvezout a ra ar machair eus kiladenn ar mor hag uheloc'h eo eget an draezheg nevez.

Er machair e kaver evned a bep seurt, ar rakig-melchon, al lineg beg melen, ar sourouc'han boutin pe an nouelig bras, hag ur spesad gwenan, Colletes floralis, hag a zo ral-ral.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.