Mont d’an endalc’had

Gráinne

Eus Wikipedia

Gráinne (distaget [ˈgrɒːnʲə]) a oa merc’h an tiern Cormac mac Airt e gwengelouriezh Iwerzhon.

He zad en doa he dimezet da Fionn mac Cumhail, ur brezelour kozh, met magañ a reas karantez diouzhtu ouzh ur paotr yaouank anvet Diarmuid, pa welas anezhañ en o eured. Strobinellet e voe ar paotr ganti, evito da vont kuit a-gevret. Tec’hout a rejont dirak Fionn, e-pad pell, skoazellet gant Óengus Óg, leztad Diarmuid.

A-benn ar fin e voe pardonet dezho gant Fionn, war-lerc’h ma vije bet Aengus Óg oc’h erbediñ evito. En em ziazezañ a reas ar c’houblad e Ciarraí ha pemp a vugale o devoe.

Istor Gráinne ha Diarmuid zo ur skouer eus an istorioù karantez etre tri, paotr yaouank, plac’h yaouank ha den kozh, a gaver alies e mitologiezh Iwerzhon. Heñvel eo ouzh steuenn istor Deirdre, gant Naoise ha Conchobar. An tem-se a gaver ivez e broioù keltiek all, evel en istor Tristan, Izold hag ar Roue Marc'h eus Kernev-Veur, pe c’hoazh gant istor brudet Lañselod, Gwenivar hag ar Roue Arzhur.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]