Mont d’an endalc’had

Danvez Breizh

Eus Wikipedia
Danvez Breizh
literary cycle

Danvez Breizh eo an anv roet d'ar skridoù savet er Grennamzer diwar-benn mojennoù Enez Vreizh ha Breizh, ha kelc'hiad ar Roue Arzhur. Aroueziañ a reont un hengoun kelt e-skoaz Danvez Bro-C'hall, diazezet war daolioù-kaer kadourien Karl Veur, ha Danvez Roma, diwar ar mojennoù latin.

Orin ha natur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe ar bomm-se gant ar barzh gallek Jean Bodel (1165-1210). Displegañ a ra e gwerzennoù (6 da 11) e Chanson des Saisnes ("Kan ar Saksoned"), ez eus tri danvez : Hini ar Vro C'hall, hini Breizh, ha hini Roma. N'int ket heñvel o-zri. Mojennoù Breizh zo diwirheñvel, ha hoalus. Re Roma zo desket ha leun a ster ha re Bro-C'hall a vez kadarnaet bemdez o gwirionded.

Ne sont que 3 matières à nul homme atandant,
De France et de Bretaigne, et de Rome la grant.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Chanson des Saxons, Paris, J. Techener, 1839[1].