Mont d’an endalc’had

Enez Avalon

Eus Wikipedia

Un enezenn eo Avalon pe Avallon e danvez Breizh, e-lec'h mard eo kaset ar Roue Arzhur goude Kad Camlann. Hervez mammennoù 'zo e vefe al lec'h ma oa goveliet Kaledvoulc'h, kleze Arzhur. War a seblant e vefe an enezenn m'emañ Morgana o chom ivez. Meur a soñj ha meizad a oa bet savet diwar al lec'h mojennel-se el lennegezh hag en hengounioù.

Ar mammennoù krennamzerel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vojenn eo Avalon.

Kentañ meneg eus Enez Avalon a gaver gant ar stumm latin insula Avallonis e-barzh Historia Regum Britanniae, skrivet gant Jafrez Menoe etre 1135 ha 1138. Lavarout a ra an aozer e oa degaset Arzhur d'an enezenn goude bezañ drouk-gloazet gant Medrawd e-pad Emgann Camlann. E 1155 e kinnig ar barzh anglo-normanek Robert Wace un adskrivadenn eus an Historia, hag adkemer a ra tem an enezenn : « en Avalon se fist porter Por ses plaies mediciner[1] » ("en Avalon e voe douget a-benn louzaouiñ e c'houlioù").

E dornskridoù 'zo an Historia eo war an enezenn-se e c'hoveljod Kaledvoulc'h : « En l’île d’Avalon fut faite »[2] ("En enez Avalon e voe graet").

E 1149 e oa embannet ar Vita Merlini, pe Buhez Verzhin. Reiñ a reer an dornskrid-se da Jafrez Menoe ivez, zoken mard eo Merzhin disheñvel a-walc'h ennañ diouzh an hinienn a oa en Historia. Daoust da se e teskriv aozer ar Vita Avalon evel al lec'h ma oa degaset Arzhur goude Emgann Camlann c'hoazh. Ne vez ket implijet an anv "Avalon" gant ar skrivagner avat, nemet « Insula pomorum que fortunata uocatur / Ex re nomen habet quia per se singula profert / Non opus est illi sulcantibus arua colonis / Omnis abest cultus nisi quem natura ministrat / Vltro fecundas segetes producit et uuas / Nataque poma suis pretonso germine siluis / Omnia gignit humus uice graminis ultro redundans / Annis centenis aut ultra viuiter illic » ("Enezenn ar gwez-aval, anvet an enezenn fortunius rak n'o deus ket ezhomm he douaroù da vezañ aret gant soc'h an arer a-benn bezañ strujus. Hep trevad ha dre-anien e sav enni eostoù fonnus, rezin hag avaloù war wezennoù digrennet ; goloet eo he leur gant a bep seurt eostadoù e-lec'h geot. Aze e vever ouzhpenn kant bloaz.")[3].

Moarvat e oa amprestet an anv "enezenn fortunius" roet da Avalon digant Isidoro Sevilla (VIvet kantved)[4] pa zeskrivas an Inizi Canaries, pe digant Pomponius Mela (I kantved goude J.-K) pa venegas « an inizi Fortunius ma gresk hep trevad frouezhioù a vez adc'hanet atav ha m'emañ an annezidi o kas deizioù disoursi ha laouenoc'h eget ma vijent en ur gêr pinvidik. »[5]

E-barzh Vita Merlini e teskriv an aozer annezerezed brudet enez Avalon : « Illic iura nouem geniali lege sorores / Dant his qui ueniunt nostris ex partibus ad se / Quarum que prior est fit doctior arte medendi / Excedit que suas forma prestante sorores / Morgen ei nomen didicit que quid utilitatis / Gramina cuncta ferant ut languida corpora curet / Ars quoque nota sibi qua scit mutare figuram / Et resecare nouis quasi dedalus aera pennis / Cum uult est bristi- carnoti- siue papie / Cum uult in uestris es aere labitur horis / Hanc que mathematicam dicunt didicisse sorores / Moronoe- mazoe- gliten- glitonea- gliton / Tyronoe- thiten- cithara notissima thiten » ("Aze e vazhyev nav c'hoar dindan lezenn ar blijadur pep hini o tont ac'hanomp davet oc'h annez. Dibar eo an hini gentañ en arz al louzaouiñ ha dreist ar re all eo e-keñver kened : Morgen, evel ma reer diouti, a gelenn vertuzioù ar plant a-benn pareañ kleñvedoù ; kemmañ he neuz a c'hell ivez, hag evel un Dedal all e oar nijal en aer gant he divaskell ha mont davet Brest, Chartres, Pariz, pe diskenn en-hor-c'hichen. Lavarout a reer e kelennas-hi ar jedoniezh d'he c'hoarezed Moronoe, Mazoe, Gliten, Glitonea, Gliton, Tyronoe, Thithen, hag ar sonerez vrudet Thithen.")[6]

Moarvat e klot an nav c'hoar-se gant an nav belegez a venegas Pomponius Mela pa ziskrivas Enez Sun : « Enez Sun, e Mor Breizh, e-tal bro an Osismied, a zo brudet dre un diougan galian e nav belegez, pep hini anezho gouestlet d'ar werc'hded. Anvet int Gallisened, ha reiñ a reer dezho galloud dibar da zirollañ an avelioù ha da sevel ar morioù, da gemmañ el loen a fell dezho, da bareañ poanioù a soñjer dibare, da anavezout ha da ziouganañ an dazont, galloudoù na ziskouezont nemet d'ar re a zeu a-ratozh d'oc'h enezenn a-benn o welout. »[7] 

Talvoudus eo gouzout ne oa ket peursur Jafrez Menoe a-zivout marv Arzhur. Mard echuas an Historia gant « ra gousko e ene er peoc'h ! » e skrivas dek vloaz war-lerc'h er Vita Merlini (Merzhin eo a gaoz) : « Illuc post bellum camblani uulnere lesum / Duximus arcturum nos conducente barintho / Equora cui fuerant et celi sydera nota / Hoc rectore ratis cum principe uenimus illuc / Et nos quo decuit morgen suscepit honore / Inque suis talamis posuit super aurea regem / Stulta manu que sibi detexit uulnus honesta / Inspexit que diu. tandem que redire salutem / Posse sibi dixit- si secum tempore Longo / Esset et ipsius uellet medicamine fungi / Gaudentes igitur regem commisimus illi / Et dedimus uentis redeundo uela secundis » ("Aze hor boa degaset Arzhur gloazet goude Emgann Camlann, hag hor sturier a oa Barinthe a anaveze ar mor hag ar stered. Degemer e oa ar brenin gant Morgen pan erruas, gant an enoroù a zelleze. Hen lakaas en he c'hambr war wiadennoù a-feson, dizoloas ar gouli gant he dorn flour hag hen imbourc'has gant evezh. A-benn ar fin e lavaras-hi ez adroje e yac'h dezhañ ma kasfe trawalc'h a amzer ganti ha ma c'houzañvfe al louzaouerezh. En ur mor a levenez hor boa fiziet ar roue enni ha kemeret hent an distro gant an avel vat.")

Mod-se e lakaas Jafrez mar e-keñver marv Arzhur.

Deveradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moarvat e oa savet al liamm etre Avalon ha mojenn ar Roue Arzhur gant Jafrez Menoe e-unan. N'eo ket peursplann an anv zokennoc'h. N'eus mammenn arvorigat ebet a veneg al lec'h-se, ha cheñchet o doa aozerien gembreat ar Brut y Brenhinedd an anv insula Avallonis gant ynys Auallach[8], ar pezh a dalvez ne oa ket boutin an anv e Bro-Gembre. An anv-den Avallach a gaver kalz e lignezoù krennamzerel kembreat. Lavarout a ra a-walc'h an triadoù kembreat e oa beziet Arzhur en ur sal vras war Enez Avallac'h : « Ac y myvn plas yn Ynys Auallach y cladvyt » (TYP n51) hogen e kaver an triadoù-se e-barzh dornskridoù n'int ket ken kozh (XVvet kantved). Meneget eo an enezenn er dornskrid Pen.185 « Ynys Afallach » (TYP n90). Eno eo unan eus teir enezenn a habaskted beurbadus, gant « Nyghaer Garadawc » (Caer Caradawg) ha « Mangor » (Bangor). Dav eo lakaat an triad-se gant un eil er dornskrid Pen.228 a heveleb Avalac'h/Avalon gant an Enez Wer, enezenn a hevelebed he-unan gant abati Glastonbury : « Bangawr, a Chaer Gariadawc, ag Ynys Widrin » (TYP n90). Gwelout a reer e anaveze dastumerien an triadoù-se kement testennoù latin Jafrez Menoe hag ar pezh a ouzhpennas menec'h Glastonbury warno. Bezañ a c'hell e oa hengounioù a-zivout un enezenn a avaloù evel metaforenn ar Bed All. Marteze e oa anvet an enezenn-se Avalon, zokennoc'h. Da skouer e veneg Loomis al lavarenn « evit holl aour Avalon » abaoe 1130 e-barzh dornskridoù an Douar-Bras.

Kavout a reer e Galia ur gêr anvet Avallon, e bro ar Vurgonded, a c'hellfe harpañ ar vartezeadenn-se. Evelato e c'hellfed lavarout e oa kemmesket an anvioù gant Jafrez Menoe pa ouzer e veneg an Historia ur gad gant Arzhur a-raok Camlann, kad a voe emgannet e Bro-Vurgondia e Saonenn Suzon, etre Autun ha Langres[9].

N'eus forzh penaos e lakaer an anv Avalon, Avallon, Avallach pe Afallach, diazezet eo splann war an avaloù hag ar gwez-aval. An anv "aval" a gaver e kembraeg ivez (afal) hag e galianeg (aballos)[10]. Evit Jafrez Menoe ivez e ranke talvezout an anv e oa kaoz eus ul lec'h dibar dre e wez-aval rak hevelebiñ a ra Avalon gant an insula pomorum (« enezenn an frouezh »). Menegiñ a c'heller e rankfe bezañ liammet anv ar gêr Avalon gant an aval(enn) dre an deveradurezh.

E-pad an XIIvet kantved e oa lec'hiet Avalon e Glastonbury, Somerset, moarvat abalamour da venec'h an abati a felle dezho sachañ war ar berc'herined ha tapout grad vat ar roue Richard I Kalon Leon gant klod meur ar brenin breton. Eürus e oa dezho dizoloadenn dic'hortozet ur vez ginklet gant ur groaz gizellet, ur bloaz nemetken goude kurunadur Richard. Skrivet e oa war ar groaz :

« Hic iacet sepultis inclitis Rex Arthuris in insula Avalona »

« Amañ emañ beziet ar Roue Arzhur klodus en Enez Avalon »

Perlesvaus, pe Li Hauz Livres du Graal (hanter-kentañ an XIIIvet kantved) a seblant implijout lec'hierezh Avalon e Glastonbury. Degouezhout a ra Lanselod e « l’Ille d’Avalon » ("Enez Avalon", HLG, p. 822)[11] nad eo ket un enezenn met kentoc'h ur glenn kev e zek lev a hirded. Aze emañ bez rouanez Gwenivar hag an hini emañ penn Loholt ab Arzhur enni. Eno e oa bet lakaet restoù Loholt goude ma oa bet dibennet gant ar senechal Kei : « fist il le chief de son fil porter en l’ille d’Avalon en une chapele qui estoit de Nostre Dame » ("penn e vab a lakaas da vezañ kaset da Enez Avalon d'ur chapel a oa gouestlet d'hon Itron-Varia", HLG, p. 710). Endeo eo prest bez Arzhur he-unan da zegemer kelan ar roue.

Asurañ a ra aozer Perlesvaus e oa bet diskrivet e levr diouzh un dornskrid latin kavet « en l’Isle d’Avalon en une sainte meson de religion qui siét au chief des Mares Aventurex, la oli rois Artuz e la roïne gisent » ("en Enez Avalon en un ti relijiel santel azezet war-varr ar Yeun Avanturus, e-lec'h m'emañ ar roue Arzhur hag ar rouanez en o gourvez", HLG, p. 1052).

E skridoù Robert de Boron e teu « dame de l’isle d’Avalon » (Merlin en Prose V1, p. 213) da gerc'hat sikour Arzhur p'emañ-eñ war-nes mont da vrezelaat da dTarabel a-enep Rion. Gourizet eo-hi gant ur c'hleze n'eo ket evit en em zizober dioutañ. N'eus nemet gwellañ marc'heg ar bed a c'hellfe he zennañ diouti. Balin ar Gouez eo a zeuas a-benn d'ar gefridi-se. E-barzh Romant Istor ar Graal (Le Roman de l'Estoire dou Graal, 1190-1199) en doa fiziet Jozeb Arimatia ar Graal Santel en e vreur-kaer Hebron en doa e-unan e fiziet en e vab Alan hen dougas da saonennoù Avaron : « Qu'ès vaus d'Avaron s'en ira » ("Da saonennoù Avaron ez aio"). Bezañ a c'hellfe al lec'h ma voe kaset ar Graal Enez Avalon.

Lavarout a ra annezidi lec'hioù gant un anv diazezet war "aval" emañ ar roue Arzhur beziet en o farrez. Mod-se eo, da skouer, gant Enez Aval e Pleuveur-Bodoù (Bro-Dreger, Aodoù-an-Arvor) ; mont a c'heller d'an enezenn pan eo izel ar mor. Beziet e vije ar roue dindan un daol-vaen eno.

Deveizadur mojennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zeveizadur mojennel a c'heller kavout a-zivout Enez Avalon. Ret eo chom war ziwall en-o-c'heñver avat.

Ma daveer d'ar mojennerezh keltiek ha dre-vras d'ar mojennerezh indezeuropek e c'hellfed gwelout Avalon evel ur vro m'emañ ar re varv o chom, evel an Anaon, Ifernioù Hellaz, pe d'an nebeutañ ur seurt Bed All. Ez gwir ne chomo ket Arzhur aze da viken rak emañ ar bed o c'hortoz ouzh distro ar roue. Mod-se n'eo ket Avalon lec'hiet en hor bed-ni, zoken mar c'hellfer kavout un nor daveti ennañ.

Degaset eo Arzhur di war ur vag gant teir c'hoar ha meneg an avaloù en anv Avalon a laka da soñjal en divarvelezh, zoken ma n'eo ket ur vuhez da-vat : n'int ket pareet goulioù Arzhur. Elfennoù kevatal a ro ar mojennerezh greg gant bag C'haron hag avaloù aour Liorzh an Hesperidezed, a vez en ul liorzh e penn ar bed, da lavarout eo en ul lec'h kloz ivez.

E mojennoù Bro-Iwerzhon e vez graet Emain Ablach eus Avalon.

Avalon e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zoken na gaver ket testennoù kozh a-zivout Avalon e Breizh, roudoù 'zo eus ar vojenn. An hengoun a lavar eo Enez Aval (e Pleuveur-Bodoù) liammet ouzh Avalon a oa bet meneget e Bloazdanevelloù Breizh : "Quant à l'île d'Avalon, il existe bien, à l'Est de l'île Grande, un îlot appelé Aval (en breton, pomme) sur lequel se trouve un menhir qui, d'après une légende — dont je n'ai pu établir ni l'origine ni l'antiquité — serait le tombeau d'Arthur" ("Evit Enez Avalon ez eus ez gwir e Reter an Enez Veur un enezennig anvet Aval emañ ur peulvan warni a vefe bez Arzhur, hervez ur vojenn n'em eus ket kavet he orin nag he hended.")[12] Menegiñ a ra un notenn en hevelep pennad : "La prétendue tradition suivant laquelle Arthur aurait tenu sa cour au château de Kerduel et aurait été inhumé dans l'île d'Aval, près de l'île Grande est déjà rapportée dans les Antiquités de la Bretagne (Côtes-du-Nord) du Chevalier de Fréminville (1837), aux pages 19 et suivantes. L'auteur croit à une part de vérité historique dans cette légende. Mais n'oublions pas qu'il écrivait en pleine période de romantisme et de mirage celtique." ("An hengoun, ma oa, herveti edo lez Arzhur e kastell Kêrduel hag eñ beziet war Enez Aval, e-kichen an Enez Veur, a zo degaset endeo en Antiquités de la Bretagne gant Marc'heg Fréminville e 1837, pajennoù 19 hag all. Krediñ a ra an aozer ez eus un tamm gwirionez istorel er vojenn-se. Arabat ankounac'haat avat e skrive e-kreiz mare ar romantism hag ar bamaj keltiek.")[13]

Pan eas Tennyson da Vreizh e tiskouezjod lec'hierezh sañset Avalon dezhañ[14]. Talvezout a ra e oa anavezet ar vojenn gant tud ar Vro. Ret eo diwall avat rak n'ouzer ket ha dont a rae eus un hengoun pe eus romantoù ar grennamzer.

  • 1990 : Avalon, film amerikan gant Barry Levinson.
  • 2000 : En À la rencontre de Forrester, film amerikan sevenet gant Gus Van Sant, Avalon Landing eo anv ar romant a roas bruderezh da Forrester.
  • 2001 : Avalon, film gant Mamoru Oshii.
  • 2006 : Er film Renaissance eo Avalon ur gevredigezh enklask evit ar yac'h, ar gened hag an hirhoal.
  • 2010 : Avalon High, film amerikan sevenet gant Stuart Gillard, diouzh levr Meg Cabot.
  • 2011 : Avalon, film svedat gant Axel Petersen. N'eo "Avalon" nemet anv ur voest-noz, hogen e c'hellfed gwelout an arvestenn diwezhañ evel un daveenn da veaj Arzhur da Anaon.
  • 2001 : The Mists of Avalon, film-skinwel gant Uli Edel.
  • 2006 : en dresadenn-vev Fate/stay night, roet eo an anv "Avalon" da feur Excalibur, gant galloud pareañ e zouger diouzhtu.
  • Avalon eo anv ur rouantelezh ma'z a an harozez en heuliad Princess Starla et les Joyaux Magiques (titl orin : Princess Gwenevere (Guenièvre) and the Jewel Riders).
  • Un enezenn eo Avalon en heuliad treset Disney Gargoyles. Emañ ar roue Arzhur o kousk eno betek an deiz ma vo ret dezhañ.
  • E-kreiz istor rann 1 ha 2 naved heuliad Stargate SG-1 eo Avalon. Ul lec'h eo dindan ur bre ha difennet gant teknologiezhioù ar Re-Gozh aozet gant Merzhin.
  • Avalon eo anv un gastell-nij en dresadenn-vev Code Geass, ha n'eo nemet unan eus elfennoù mojenn ar roue Arzhur adkemeret gant an heuliad.
  • Merlin (heuliad skinwel) : anvet eo The Doors of Avalon seizhvet rann ar c'hentañ heuliad.

En heuliad Merlin (a zo pell a-walc'h diouzh ar vojenn orin) e seblant bezañ Avalon evel ur bed dioutañ e-unan m'emañ ar boudiged o chom. Mont di a c'heller dre ul lenn. Zoken ma n'eo ket displeget splann e seblant Avalon bezañ liammet gant an Anaon : beziet eo un drouizez ennañ, ha kaozeal a c'hell gant Merzhin dre hanterouriezh ur vuredad dour eus lenn Avalon.

  • Avalon High, a oa produet evit Disney Chanel, a veneg azginivelezh ar roue Arzhur, marc'heien an Daol-Grenn ha Mordred. Distreiñ a raio ar roue Arzhur a-benn dieubiñ ar bed diouzh oad an deñvalijenn, ha klask a raio Mordred e zistrujañ.
  • 1968 : Ar fryniau bro Afallon, kanaouenn gembraek gant Dafydd Iwan (diwar ton ar ganaouenn saoznek Big Rock Candy Mountain)
  • 1971: meneget eo Avalon er ganaouenn "The Battle of Evermore" gant ar strollad Led Zeppelin.
  • 1976 : "Avalon Hideaway" zo titl un ton war albom Tejas gant ar strollad rock teksan ZZ Top.
  • 1982 : anv un albom gant Roxy Music eo Avalon. Titl an trede kanaouenn eo ivez. Adkemeret eo ar ganaouenn-se gant Bryan Ferry e miz Gouere 2000 war e albom Slave.
  • 1991 : The Mist of Avalon eo titl unan eus albomoù Alan Stivell.
  • Avalon eo titl unan eus kanaouenn ar strollad Sigur Rós war o fladenn Ágætis byrjun.
  • Avalon zo anv ur strollad metal pounner war-gresk a Vro-Alamagn.
  • Avalon zo anv ur strollad amerikan rock kristen.
  • 2005 : Ton diwezhañ an albom Hordes of the Brave gant strollad metal ar gitarour Dushan Petrossi eo anvet "Troops of Avalon".
  • 2006 : Titl unan eus kanouennoù ar strollad rock suis Lovebugs eo "Avalon". Emañ war ar bladenn In Every Waking Moment.
  • 2010 : War bladenn The Final Frontier gant ar strollad Iron Maiden ez eus ur ganaouenn anvet "Isle of Avalon".
  • 2010 : Titl unan eus kanaouennoù ar strollad punk rock Bad Religion eo "Avalon", war o fladenn The Dissent of Man.
  • 2011 : Meneget eo Avalon er ganaouenn "C'était déjà toi" war albom Lys & Love gant Laurent Voulzy.
  • 2015 : Meneget eo Avalon er ganaouenn "Wake Up", unan eus kanaouennoù ar c'hoarigan La Légende du Roi Arthur, gant Dove Attia.
  • 2015 : Sevel a reas Marc Letellier ur c'hoarigan anvet La Fille d'Avalon. Savet eo bet diwar ur romant a-titl, savet gant Marc Letellier ivez.
  • Titl ur ganaouenn Professor Green eo Avalon, war e bladenn At your inconvenience, kanet gant Sierra Kusterbeck.
  • Meneget eo Avalon e kanaouenn Manau "Dernier combat" en albom Fest noz de Paname e 2000.
  • "Voyage to Avalon" eo unan eus kanaouennoù kenji kawai a oa er film Avalon.
  • Meneget eo Avalon er ganaouenn "Malone", gant Renaud war e bladenn Rouge sang.
  • "Avalon" zo titl ur ganaouenn gant ar strollad Power Metal Gamma Ray, en albom Empire of the undead.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Wace, Brut, v.4437-4438
  2. Wace, Brut
  3. Vita Merlini e Latin ha Saozneg war http://www.sacred-texts.com/neu/eng/vm/vmlat.htm.
  4. « Fortunatarum insulae vocabulo suo... » (Etymologiae, XV)
  5. Pomponius Mela, Levrenn III, 10
  6. J. Menoe, Vita Merlini
  7. Pomponius Mela, De Chorographia, III, 6
  8. R. Bromwich, Trioedd Ynys Prydein, University of Wales Press, 1961.
  9. Da lavarout eo e Dijon. Maget e oa douvez ar gêr-se gant ar stêr Suzon, hervez Gregor Teurgn (VIvet kantved).
  10. Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et dictionnaire, Robert Laffont, Pariz, 2000, p. 389.
  11. Le Haut Livre du Graal, embannet gant Michel Zink, Lettres gothiques.
  12. Corbes H., « Alfred Tennyson en Bretagne à la recherche des légendes arthuriennes » in Annales de Bretagne, tome 72, niverenn 4, 1965. p. 535.
  13. Corbes H., « Alfred Tennyson en Bretagne à la recherche des légendes arthuriennes », p. 535, notenn 26.
  14. Corbes H., « Alfred Tennyson en Bretagne à la recherche des légendes arthuriennes », p. 535.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]