Vita Merlini
Vita Merlini, Buhez Merlin
, zo ur varzhoneg latin 1 529 linenn enni skrivet war-dro ar bloaz 1150 gant ar c'hloareg kembreat Sieffre o Fynwy. Savet eo diwar mojennoù hag a veze kontet en amzer-se diwar-benn an diouganer Merlin.
Merlin ar VIvet kantved eo diazez Vita Merlini. Klask a reas an aozer diskouez e oa Myrddin Wyllt ("Merlin Gouez") ur pennkadour hag un hudour, disheñvel diouzh ar Merlin a guzulie Vortigern, Ambrosius Aurelianus hag Uther Pendragon. E meur a lodenn en e weler, kollet e spered gantañ, o vevañ evel ul loen gouez, evel Naboukadnesar II e Levr Daniel an Tanac'h.
Meur a zen all zo meneget er varzhoneg : ar roue Gwenddoleu ap Ceidio, Taliesin, hag an hudourez Morgen evit ar wech kentañ en Istor al lennegezh.
Anv a ra an oberour eus ar roue Arzhur hag eus e varv evel en e oberennoù skrivet dek vloaz a-raok : Prophetiae Merlini, a vije un dastumad eus e ziouganoù, ha Historia Regum Britanniae, ar c'hentañ oberenn ma'z eo kenliammet Merlin hag Arzhur.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (la) (en) Ar skrid latin hag un droidigezh saozneg gant John Jay Parry (1925)
- (en) Troidigezh saoznek Basil Clarke (1973)
- (en) Skupin, Michael : Merlin, Merlin, Merlin, ennañ A Close Translation of the Vita Merlini (2009)
- (cy) Jarman, A. O. H. : Sieffre o Fynwy — Geoffrey of Monmouth, Gwasg Prifysgol Cymru, 1966, pennod XIV : Y Vita Merlini (ISBN 978-0-70830-327-6)