Pierre Bottero
Pierre Bottero | |
---|---|
![]() | |
Obererezh | Romanter |
Ganedigezh | d'an 13 a viz C'hwevrer 1964 |
Marv | d'an Patrom:De3iziad bloqueh6love p34) etre Lambesc ha Rognes. |
Yezh skrivañ | galleg |
Rumm lennegel | Moliac'h |
Enorioù |
|
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ ![]() |
Pierre Bottero (ganet ar 13 a viz C'hwevrer 1964 e Barcelonnette, en Alpoù, ha marvet 8 a viz Du 2009) a zo ur skrivagner gall.
Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yaouank-tre ez eo aet da vevañ da Brovañs, ur rannvro n'en deus ket kuitaet abaoe. Lavaret a rae zoken n'halle ket tremen hep an heol nag ar mistral.
Dimezet ha tad div blac'h, graet en deus e-pad pellig ar vicher kelenner a-raok kregiñ penn-da-benn da skrivañ. Plijout a ra dezhañ al lennegezh c'hall, kendrec'het gant galloud ijin ar gerioù, a-viken en deus huñvreet eus hollvedoù disheñvel, eus erevent hag eus troioù hud.
Embannet en deus e destennoù kentañ e ti Flammarion, en o zouez, Amies à vie, e c'hentañ levr, a-raok embann e ti Rageot saga Ewilan, un deir-oberenn doubl, ha Ellana, un deir-oberenn, heroic fantasy, ur rummad a blij dezhañ. Ar garantez-se evit al lennegezh faltazi a zeu eus oberenn J.R.R. Tolkien, Philip José Farmer, Zelazny, Howard, Bradley, Moorcock, Leiber, hag all... Pa veze goulennet outañ eus pelec'h e teue e awen e tisklerie alies e oa levezonet gant e lennadurioù, oc'h ouzhpennañ ne ijine netra : "Digeriñ a ran ar nor hag an istor a dremen eus va fenn d'an urzhiataer".
Gounezet en deus ar priz Ados Roazhon/Il-ha-Gwilen 2008 evit levr kentañ L'autre, le souffle de la hyène embannet e ti Rageot. Ar priz-mañ a zo deroet bep bloaz gant skolajidi departamant an Il-ha-Gwilen a rank votiñ evit ul levr e-touez an dek.
D'ar 4 a viz Kerzu 2008 e resevas Pierre Bottero priz ar Paille en queue, da-geñver trede saloñs levrioù ar re yaouank ar meurvor Indian e [Le Port (La Réunion)|Le Port]] er Réunion.
Pierre Bottero a zo marvet da 45 bloaz gant ur gwallzarvoud moto d'ar Sul 8 a viz Du 2008, e-tro seizh eur noz. Kollet en deus mestroni e varc'h-tan hag aet eo da stekiñ ouzh ur c'harr-samm war ar CD15 etre Lambesc ha Rognes[1],[2],[3].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Levrioù liammet gant hollved Gwendalavir (tamm pe damm)
- La Quête d'Ewilan, trilojienn gant D’un monde à l’autre, Les Frontières de glace ha L'Île du destin o stummañ anezhi.
- Les Mondes d'Ewilan, heuliad an oberenn meneget a-raok, trilojienn gant La Forêt des captifs, L'Œil d'Otolep ha Les Tentacules du mal o stummañ anezhi.
- Le Pacte des Marchombres, trilojienn gant Ellana, Ellana l'envol, ha Ellana la prophétie o stummañ anezhi.
- L'Autre, trilojienn gant Le Souffle de la hyène, Le Maître des tempêtes ha La Huitième Porte o stummañ anezhi.
- Oberennoù all
- Le Voleur de chouchous
- Tour B2, mon amour
- Un cheval en Irlande
- Zouck
- Fils de sorcières
- Le Garçon qui voulait courir vite
- Mon cheval, mon destin
- Amies à vie
- Météorite
- Isayama (Album)
- Les Aigles de Vishan Lour (e-barzh niverenn 261 JeBouquine)
- Les âmes croisées (morse deuet er-maez, raktreset e oa evit miz C'hwevrer 2010)
- Le chant du troll (romant grafek morse deuet er-maez, raktreset e oa evit Mae 2010)
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) L'écrivain Pierre Bottero s'est tué à moto... Il avait 45 ans..., pennad war purepeople.com, lennet d'an 9 a viz Du 2009.
- ↑ (fr) Pierre Bottero nous a quittés, pennad war fantasy.fr lennet d'an 9 a viz Du 2009.
- ↑ (fr) Pierre Bottéro est décédé, pennad war La Provence, lennet d'an 9 a viz Du 2009.