Enez-Sun

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Sun)
Enez-Sun
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Île-de-Sein
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29083
Kod post 29990
Maer
Amzer gefridi
Didier Fouquet
2020-2026
Etrekumuniezh KK Bro ar C'hab
Lec'hienn web http://www.mairie-iledesein.com
Poblañsouriezh
Poblañs 266 ann. (2020)[1]
Stankter 459 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 12″ Norzh
4° 50′ 58″ Kornôg
/ 48.036667, -4.849445
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 9 m
Gorread 0,58 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Enez-Sun


Enez-Sun a zo un enezenn er c'hornôg da vBreizh hag ur gumun ivez. Suniz a reer eus annezidi Enez-Sun, pe "Enezourien" kalz aliesoc'h en Enez. E kostez Leon e vez distaget "Sizun" pe "Suzun"[2].

Enez Sun


An Anv Enez-Sun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 43 Sena (Pomponius Mela, douaroniour roman)
  • 1050 Seidhun (kartulaer Landevenneg)
  • 1160 Sithun (Kap Sithun) Kartulaer ilizoù Kemper)
  • 1220 Sidun (Cap Sidun) Kartulaer ilizoù Kemper)
  • 1524 île de Sizun
  • 1600 île Sainct
  • 1682 île Saincte ou aultrement Sizun.
  • 1716 Seizun, Sisun Susun, (Geriadur Pelletier)
  • 1732 Enès Sizun (geriadur Gregoire de Rostrenen)
  • 1751 Isle de Sizun ( Holloueziadur Diderot)
  • 1799 Enez Sizun ( Antoine Thévenard, Mémoire relatif à la marine T.2)
  • 1843 Enez Sizun (Geriadur Troude)
  • 1872 Enez Sun (R.F. Le Menn in Revue Archéologique p.52)
  • 1913 Enez Sun (Charles le Goffic, in La dépêche de Brest 24/02/1913)

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hyacinte Le Carget, istorour eus Bro ar C'hab Sizun en deus renablet unnek lec'h en enezenn lec'h e chome roudoù eus mare an oadoù mein[3]. Distrujet eo bet an testoù-se en fin an XIXvet kantved. Hiziv, ne weler nemet daou vaen-sav tal an iliz anveet ar fistillerien[4] pe ar bregourien[5].
  • An douaroniour roman, Pomponius Mela en doa graet meneg er bloaz 43 goude Jesus Krist, eus un enezenn anveet Sena a-dal d'ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ. Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized.Nav gwerc'hez, drouizezed anezho a oa o chom war an enezenn.
  • Ul lodenn eus douaroù ar meuriad galian Osismied e oa Enez Sun d'ar mare-hont.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammet eo buhez St Wenole gant an Enez. Lod a lavar en dije savet ur prioldi eno a-raok mont da Landevenneg da grouiñ an abati. Un dra zo sur e oa perc'hennet an enez gant an abati. Un dle 150 merlusenn o doa ar besketourien da gas d'ar manati beb bloaz. Meneget e vez an enez e Diellaoueg Landevenneg dindan an anv Seidhun, deut da vezañ, Sidun ha Sizun pelloc'h e diellaoueg Kemper.

Dindan paeroniez St Kolodan e oa an iliz parrez betek fin an XIXvet kantved. Adavet eo bet an iliz e 1902 ha laket dindan paeroniez Kolodan ha Gwenole. Un tamm askorn eus relegoù St wenole a zo dalc'het en iliz parrez.

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 21 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[7], d.l.e. 1,95 % eus he foblañs e 1911.

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da heulh de Gaulle
  • 1 300 den a oa o chomen en Enez da vare ar brezel. 341 a oa enskrivet war roll ar besketourien. Tro 230 anezho a zo bet galvet da vont d'an arme e miz Gwengolo 1939, ar pezh neus laket 40 % eus ar bagoù pesketañ war ar sec'h, d'ar mare-se).
  • D'an 19 a viz Even 1940, da vare m'emañ an Alamaned oc'h aloubiñ Breizh, ar vag Ar Zenith a gas d'an Enez un toullad soudarded hag tud yaouank ar C'hab Sizun c'hoant gante kenderc'hel da stourm. Martoled ar Zenith, gant o mestr Jean-Marie Menou, eo ar re gentañ eus Enez Sun da vont da Vro Saoz da gas Soudarded.
  • Rouanez ar Mor (Prosper Couillandre he mestr) hag ar Velleda (Jean-Marie Porsmoguer he mestr), eo anv an div vag a yeas kuit eus an enez da vont da vBro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940. Gante oa 57 enezad mui un toullazd siviled all. Broudet e oant bet gant galv ar Jeneral de Gaulle da genderc'hel gant ar stourm.
  • Corbeau des Mers (Pierre Couillandre he mestr), Maris Stella (Martin Guilcher he mestr) ha Rouanez ar Peoc'h (François Fouquet he mestr), anv an teir bag a yeas kuit eus an enez da vont da vBro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Enezour en holl a oa e bourzh ar pemp bag-mañ a-barzh fin ar gont,
  • 4 den all e bourzh ul lestr marc'hadour o loc'hañ eus Brest d'ar 25 a viz Even 1940,
  • 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all,
  • 5 martolod-pesketaer e bourzh ar Yvonne-Georges o loc'hañ eus Enez-Sun d'an 3 a viz Here 1943.

Da lâret eo 133 Sunad, etre 14 ha 54 bloaz en em gavas e Bro Saoz. N'eus enezenn all eus breizh lec'h eo en em gavet seurt lusk da vont d'ar brezel.

2. D'an talbenn

Brudet int gant komzoù ar Jeneral de Gaulle deuet da saludiñ kentañ soudarded Arme ar Frañs Libr. " Met Enez sun eo ar c'hart eus Bro C'hall". Perzh brasañ paotred an Enez eo bezañ lakaet o anv da vont gant de Gaulle da dra ma dec'he kuit d'ar Marok 95% eus ar soudarded gall a oa e Breizh-Veur d'ar mare-se. En arme ar vor int bet o vrezeliñ kazi holl.

E dibenn ar bloaz 1940, meur a vartolod eus an enez o deus kaset spierien d'ar vro gant o bagoù dre lien. An hini brudetañ anezho eo François Follic, en deus kaset tud dre bemp gwech d'ar C'hab Sizun evit krouiñ kentañ strollad rezistanted ar vro dindan renerez Henri D'estienne d'Orves. Paket int bet holl ha tri martolod eus an enez a zo chomet da louediñ e toulloù bac'h an Nazied e Bro-Alamagn.

Tri enezad all Felix, Martin hag Anne-Marioe Guilcher a zo brudet e kreiz Bro c'hall evit bezañ savet ha renet ur strollad rezistanted tro dro da Dours ha da Châteauroux.

3 Fin ar brezel

Chomet eo an Alamaned war an Enez eus an 18 a viz gouere 1940 betek ar 4 a viz Eost 1944. Pulluc'het o deus tour tan Goulenez hag an tour ged ar Geveur a-raok mont kuit. Ur strollad FFI ed eus an enez a zo bet savet d'ar mare-se. Aet int da sikour derc'hel an Alamamed e andread an Oriant ha Sant Nazer.

Paotred an FNFL o deus dalc'het penn ouzh an Alamaned betek fin ar brezel ha n'int deuet en dro nemet d'an hañv 1945. Kollet o deus 18 den ha padall 33 den eus an Enez zo marv e-pad ar brezel, soudarded ha siviled.

War an enez ez eo aet an traoù peuzplaen. Distroet eo ar soudarded goude an ehan-brezel e miz Even 1940 hag e yae ar peskerez en-dro. Met gouzet o deus an Amaned buan e oa enizidi un neiz "Gaolisted". Setu m'o deus ranket an enezidi gouzañv kazi kant soudard a-hed ar brezel war an enez. Trubuilhoù zo bet evit mont da besketañ. Minet eo bet darn eus aojoù an enez ha savet blokosoù. Deuet oa ar vizer war an enez da fin ar brezel betek lakaat tud mervel gant an naon.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
  • Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
  • Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
  • Chapel en he foull Sant Kaourintin.
An iliz katolik

Livadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Émile Renouf, An intañvez, Enez-Sun


Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez soudarded ar C'hommonwealth e bered Enez-Sun
Bro Niver a dud
Civil Ensign of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 5 (Marin a genwerzh)
Naval Ensign of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1 (Morlu)
Dianav 4 (Marin a genwerzh)
Hollad 10

Al lestr-kenwerzh S.S. War Song a voe kaset d'ar strad gant tennoù ul lestr-spluj alaman d'ar 15 a viz Genver 1918, 19 kilometrad er c'hornôg d'an enez, e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[8],[9].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ e 8 km rik er c'hornôg da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet en XIXvet kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab e genoù an holl).

Rust eo ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Auffret (Pierre-Louis), Bresson (P.), Ar Zénith, en route pour la liberté, 2016, éd. Bleu b, 98p.

Auffret-Quintin (Jane), Vivre autrefois à l’île de Sein, 1994, 91p.

Bataillard (Michel), Une histoire de l’île de Sein, 2012, p. 358p.

Bauche (Jacques), Jean-Marie de l’île de Sein, Paris, éd. France-Empire, 1967, 354p.

Bauche (Jacques), Le ralliement de l’île de Sein, in Revue de la France Libre, N°156 bis, 1965.

Cressard (Pierre), Le paradis tranquille des petites îles, Rennes, 1951, pp 66-84.

Doaré (J.J.)-Le Berre (Alain), Pointe de Cornouaille 1939-1944, Plouhinec, éd AS3P, 2007.

Duigou (Serge)-Le Boulanger (Jean-Michel), Cap Sizun, éd. Palantines, 2005, p. 152-153.

Fagon (Christian), Riou (Yann), Trésor du breton de l'île de Sein, an Alarc'h, 2015.

Fondation de la France Libre, Hommage aux Français Libres de l'ïle de Sein qui ont refusé la défaite, Paris, 2022, 64p.

Fouquet (Jos), Île de Sein, promenades et découvertes, p. 34-36

Fouquet (Jos), Ceux du 18 juin 1940, Sein, autoédition, 218p.

Gicquel (Roger), Sein, l’éternelle résistante, Rennes, Apogée, 1998, 95p

Herve (Colonel), L’île de Sein répond à l’appel, in Revue historique de l’armée, N°3 1970, pp129-134.

Kersulec (P.Y),Riou (Y), Paroles de Sénans, Fouesnant, Yoran Embanner, 2022, 464p.

L’écho des îles, Bulletin des îles du Ponant, 1993-1995

Le Barbier (André-Gaston), Les conditions de vie à l’Île-de-Sein

Le Cunff (Louis), Richard (Stanislas), Sein l’île des trépassés, Paris, éd. A. Bonne, 1959, 216p.

Le Naour (Jean-Yves) … Les compagnons de la libération : l’île de Sein, Bamboo éditions, Charnay-lès-Mâcon, 2022

Lescoat (Jacques), Sein est son nom, Rennes, éd Finisterre, 2000, 117p.

Mallet (Franck), Sein ou le voyage sans retour, 2001, éd. Mémoria, 2001, 120 p.

Marin (Jean), Bancaud (Henri), Île-de-Sein, Rennes, éd. Ouest-France,1992.

Mouez Enez Sun (Bulletin paroissial de l’île de Sein)

Mouez Enez Sun (Bulletin associatif) 1997- 2005.

Ollivier (Jean-Paul), Sein 18 juin 1940, Ils étaient le quart de la France, Quimper, éd. Palantines, 2013.

Mazéas (Michel), Les houles de la mer d’Iroise, Rennes, Ouest-France, 1994.

Pichavant (René), Sein, l’île des cormorans bleus, Douarnenez, éd. Morgane, 1991, p 115-189

Portais (Pierre), Ile de Sein, une paroisse des histoires, Sein, éd. Asso. Mouez Enez sun, 2002, 25p

Richard (Stanislas), Île-de-Sein, 1954, 32p.

Rouz (Bernez), Sein, une île de résistances, éd. des Montagnes noires, 2023, 248p

Salaun (Pierre), Ile de Sein, Rennes, 1997, éd. Ouest-France, 32p.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Fagon & Riou, Trésor du breton de l'île de Sein, an Alarc'h, 2015
  3. Hyacinthe Le Carguet, L'île de Sein aux temps préhistoriques, in Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1897, pp.357-368
  4. Ernest Desjardins, Géographie de la Gaule romaine, T1, p.307
  5. H. Le Carguet, 1897, Anatole le Braz, 1913, ha Mab bihan Yann ar fakteur, in Enez Sun, Arvor, 5 here 1941, p.2.
  6. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  7. Henri Amouroux, La vie des Français sous l'occupation, Embannadurioù J'ai lu, pajenn 157
  8. Commonwealth War Graves Commission
  9. Enez Sun


Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.