Mont d’an endalc’had

Enez Forget

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Forget
Sant-Sebastian diouzh an oabl, emañ Enez Forget a-gleiz.
Sant-Sebastian diouzh an oabl, emañ Enez Forget a-gleiz.
Anv gallek Île Forget
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 12′ 36″ N, 1° 30′ 50″ K
Gorread 0,18 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Sant-Sebastian-an-Enk
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Forget (Île Forget e galleg) zo un enezenn tost ouzh ribl kleiz al Liger, e kumun Sant-Sebastian-an-Enk, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh. Muzuliañ a ra 850 m a hirder ha 300 m a ledred, gant ur c'horread a 18 ha.[1]

Stag eo ouzh ribl kleiz al Liger er su hag ouzh Enez Naoned en norzh gant pontoù ar Vendée hag ouzh Enez Pinette er reter ivez.

Un enezenn bublik eo gant tachennoù dudi bet staliet warni (ur roudenn BMX, leurioù c'hoari, un dachenn vell-droad hag all).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) "Île Forget", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.