Sant-Sebastian-an-Enk
Sant-Sebastian-an-Enk | ||
---|---|---|
![]() Monumant ar re varv hag iliz Sant Sebastian. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Bro Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Sant-Sebastian-an-Enk (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44190 | |
Kod post | 44230 | |
Maer Amzer gefridi | Laurent Turquois 2017-2020 | |
Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 27 958 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 2 400 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 24 m bihanañ 2 m — brasañ 33 m | |
Gorread | 11,65 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Sebastian-an-Enk (Saint-Sébastien-sur-Loire e galleg) zo ur gumun eus Breizh, e departamant al Liger-Atlantel, er gevred da gêr Naoned. 24726 den zo o chom enni ha dre-se eo 5vet kumun an departamant.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Engnia, 1287
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e wifrell gommek en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel lakaet en o flom, heuliet ouzh kab gant ul leon en aour hag ouzh beg gant ur vreunenn louzaouenn-an-hañv ivez en argant he delioù ivez en aour.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aigne (Enk) e oa an anv ar barrez er penn-kentañ, en XIIIvet kantved (etre 1179 ha 1286).
Er barrez e oa div rann: rann (bremañ e Naoned) herberc’hti Sant Jakez, gant ur chapel, ha rann iliz Sant Sebastian. Etre ar XIVvet kantved hag an XVIIIvet kantved (1792) e oa an iliz Sant Sebastian ul lec’h pirc’hirinañh a-enep ar vosenn.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Sant-Sebastian-an-Enk e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e penn Kanton Sant-Sebastian hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-4 e 1801[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 100 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,64 % eus he foblañs e 1911[3].
- Eil brezel-bed: d'an 21 a viz Even 1940 e voe kaset d'an diaz ur c'harr-nij Potez 63-11 eus an aerlu gall (Armée de l'Air) gant ar "Flak" alaman e Sant-Sebastian-an-Enk; mervel a reas an tri nijour a oa en e vourzh[4].
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Naoned-10 e 1973.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant an dekred eus ar 25 a viz C'hwevrer 2014 e voe krouet Kanton Sant-Sebastian-an-Enk en-dro, gant Sant-Sebastian-an-Enk en e benn.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kentelioù brezhoneg a vez kinniget d'an dud deuet abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Familh Lyrot de la Patouillère : en XVIIIvet kantved penn-tiegezh ar familh Lyrot a oa an aotrou e Sant-Sebastian (e La Patouillère, La Métairie hag all lec'hiou). Daou ezel eus ar familh zo dibar : François, jeneral en arme ar Vande e 1793 (aet d’an anaon e 1793) ; Philippe-Hervé, mab François, ofiser war vor, e gopr ar Republik.
- Pierre Cambronne: jeneral gall, ganet e Naoned d’ar 26 a viz Kerzu 1770 hag aet d’an anaon e Naoned d’ar 29 a viz Genver 1842.
E Sant-Sebastian a oa tiez d’ar familh Cambronne ha da Bêr Cambronne (La Treille ; La Tullaye, bremañ d'ar c'huzul-kêr; La Baugerie, bremañ skolaj teknikel).
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1809 : Élisa Mercoeur, barzhez.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Imbert
Aotrounez la Patouillière ha la Gibrais |
En sabel e ziv gebrenn en argant |
![]() |
de Kermenguy
Aotrounez la Patoullière ha Chesne-Cottereau |
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet. |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Porthcawl | 1999 |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]