Mont d’an endalc’had

Enez Pinette

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Pinette
Anv gallek Île Pinette
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 12′ 47″ N, 1° 29′ 53″ K
Gorread 0,55 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Sant-Sebastian-an-Enk
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Pinette (Île Pinette e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, e kumun Sant-Sebastian-an-Enk, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh.

Distaget eo diouzh ribl kleiz al Liger gant ur vrec'h dezhi, ar Boireau. Muzuliañ a ra 55 ha a c'horread[1]. Emañ Enez Héron en norzh d'an enezenn, ar Gourdeau eo anv ar brec'h a disrann anezhe.

Stag eo ouzh ribl kleiz al Liger er su hag ouzh Enez Forget er c'hornôg gant un toullad pontoù.

Un enezenn bublik eo gant tachennoù dudi bet staliet warni (tachennoù mell-droad, basket ha tennis, un dachenn golf, ur greizenn varc'hegezh, hentoù-bale hag all).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) "Île Pinette", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.