Enez Tristan

Eus Wikipedia
Douarnenez gwelet eus an oabl, Enez Tristan en diadreñv
Gwelet eus aber Pouldahu gant ar mor en e c'hourlen

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Enez Tristan[1], anvet dre vras ar Fort gant tud ar vro[2], gwechall "Enez Tutuarn"[3], a zo un enezenn e Bae Douarnenez. Mont di a c'haller war droad pa vez izel ar mor.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eno e vije bez Tristan, niz d'ar roue Marc'h, roue Kerne, hag Izold, gwreg ar roue, kuzhet dindan div wezenn skoulmet an eil gant eben.

Hervez ur vojenn all e vije ar pezh a chom eus Kêr Is.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur peniti a oa eno en XIIvet kantved, ma veve Robert, a voe eskob Kerne adal ar bloaz 1113 betek 1130.

E dibenn ar XVIvet kantved e oa repu Fontanella .

Perc'hennet e oa gant diskennidi ar barzh gall Jean Richepin abaoe 1911 pa voe prenet gant Mirva an arvor.

Ejen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karget eo bet Couign-amann da beuriñ geot an enez[4].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hor Yezh niv. 108, p. 29
  2. Toponymie de la côte bretonne entre Audierne et Camaret, enklask gant A. Guilcher, 1950
  3. Ofis Publik ar Brezhoneg, enklask war anvioù-lec'h Douarnenez, p. 120 (a c'haller pellgargañ war o lec'hienn).
  4. (fr) Île Tristan. L'effet boeuf, Le Télégramme, 18/12/2008.