Gweltaz (enez)

Eus Wikipedia

Gweltaz (distaget alies (LFE) [ˈgeltras] pe ['gɛltras] er vro) a zo un enezenn eus Treger, en Aodoù-an-Arvor, e kumun Perwenan, a-vaez d'ar Porzh-Gwenn. An hini vrasañ eus un enezeg eo.

Sant Weltaz hag an enezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E diwezh ar pempvet kantved eo ganet sant Weltaz e Breizh-Veur. Hervez a lavarer e e oa unan eus mibien Caw, roue Strathclyde, ur rouantelezh vrezhon anezhi, lec'hiet e hanternoz Enez Vreizh, deuet da vezañ ul lodenn eus Bro-Skos abaoe. E Bro-Gembre e voe savet Gweltaz. War-dro 520 e teuas da Vreizh-Vihan hag e chomas amañ e-pad seizh vloaz war Enez Houad da gentañ, ha diwezhatoc'h, e savas ur manati e gourenez Rewiz gant menec'h all eus Breizh-Veur. Goude-se ez eas da chom da gichen Glastonbury e Glad an Hañv (Somerset) e-lec'h ma savas ur peniti. War-dro 544 e teuas en-dro da Vreizh-Vihan hag e chomas amañ betek e varv e 569 pe 570. Biskoazh ne zeuas da Borzh-Gwenn met savet ez eus bet kalz a benitïoù gouestlet dezhañ dre ma plije kalz an inizi bihan ha sioul dezhañ.


Er Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz eus an enez a zo en dielloù abaoe ar Grennamzer.
Er XIVvet kantved e oa perc'henn dug Breizh warni ha roet e roet e voe gantañ d'e vreur Guy. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus madoù an Demplourien. En 1312 e oa roet da venec'h an Ospital, goude diskar an urzh all. Er XVvet kantved e oa perc'henn konestabl Richemont warni ha roet e oa gantañ e 1454 da urzh ar Frañsezidi a guitaas ar Jentilez. Roet e oa e asant gant ar pab Nikolaz V met nullañ a reas ar c'honestabl e ginnig ha mont a reas ar Frañsezidi da Briel d'ur gouent. E 1682 e oa staget an enezenn da zouaroù ar roue. Etre 1454 ha 1787 emañ e dalc'h Aotrou Gwernaoter. Tabut a zo bet gant roue Bro-Frañs, graet ur prosez ha gounezet gant Gwernaoter. Ur manati a zo bet savet eno. Ar venec'h en em gave da gentañ war Enez Jantilez met pell e oa eus an douar-bras. Alies e veze rust ar mor. Dilojet e oant neuze alese goude bezañ bet an aotre digant ar Pab. Ar chapel el lec'h ma vez lidet ar pardon bep bloaz a voe savet en XIvet kantved. He mogerioù a zo graet gant bili. Er Grennamzer e oa izeloc'h live ar mor. Menel a ra kefioù koad hag ur feunteun eus ar mare-se.

An tad Gireg, René Fegar eus Perroz unan eus diwezhañ menec'h Enez Weltaz, devezh e velegiezh 1945-50

Da vare an Dispac'h Bras e oa bet gwerzhet an enezenn da dud Duportail de Goasmeur. Betek neuze e veze digoret ar chapel d'ar Sadorn, d'ar Sul ha d'al Lun d'an dud ha kustum e oa tud Perwenan da vont di da bediñ. Tabut a savas etre ar berc'henned hag ar bobl. Ha prosez adarre e Roazhon e-lec'h ma voe trec'h gwirioù ar bobl war reoù tud a Wazhveur. Tud Duportail Gwazhveur a lakaas sevel un ti bras hag ur jardin vrav eno. Klouar e vez an hin ha ne zeu ket ar rev betek eno.

Feurmet e oa pemp devezh-arat parkeier da venajerien eus Bugelez betek ar bloavezhioù naontek kant hanter-kant. E 1919 e voe gwerzhet an enezenn d'ar medisin, ar priz nobel brudet, Alexis Carrel. Ur mignon bras dezhañ, Charles Lindbergh, an hini en doa treuzet ar Mor Atlantel da gentañ gant e garr-nij, en doa prenet Enez Ilieg, tost ouzh Enez Weltaz, evit tremen e vakañsoù. Goude ar brezel diwezhañ, goude marv Carrel, e roas e intañvez Enez Weltaz da frered pe vreudeur de Foucault ha da venec'h Boken. Met mab Carrel a reas prosez dezhe, a c'hounezas hag a vountas ar venec'h er-maez.

Pardon er chapel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar chapel bremañ ken nemet evit “Pardon ar c'hezeg”[1]. Lakaet e vez deiz ar pardon pa vez ar mor en e izelañ dre sellout ouzh almanag ar moradoù, peurvuiañ un deiz e fin miz Mae pe deroù Mezheven. Kustum eo poblañs ar parrouzioù tro-war-dro, Kamlez, Perwenan hag all, da vont di, ha gwechall e veze kaset an holl loened ganto war o bigi. Bremañ e teu tud ha kezeg eus kelc'hioù marc'hegañ.

Perc'hennet eo an enezenn gant ur greantour eus Belgia. Gant e wetur dour-ha-douar e tegas ar veleien di da zeiz ar pardon.

Kredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vojenn a zo diwar-benn delwenn ar sant. Un tamm bara pa vez bet frotet ouzh delwenn sant Weltaz ne zeufe james da louediñ. Ar bara benniget gant ar veleien a vez gwerzhet d'ar bardonerien. Ur vered a zo e-kichen ar chapel e lec'h m'emañ bez Carrel ha hini ur vatezh hag a laboure en ti bras.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. http://surlescheminsdelisa.blogspot.com/2010/06/le-pardon-aux-chevaux-lile-saint-gildas.html Pardon ar c'hezeg (fr)