Gireg

Eus Wikipedia

Gireg a oa ur manac'h deuet eus Enez Vreizh pe eus Iwerzhon da Arvorig er VIIvet kantved. Un diskibl e vije bet da sant Tudal. Douaret en dije gant menec’h all war aod Treger. Bevet en dije goude se en ur manati bihan savet gantañ e Traou-Perroz, e Perroz-Gireg. Savet en dije ur manati e Lokireg hag unan e Lanneur ivez. Marvet e vije en ur geriadenn anvet Gireg e Ploubêr hervez lod, pe e Landerne hervez lod all, war-dro 547.

Nebeut a dra a ouzer diwar e benn. Hervez a gonter e vije bet abad, met ne weler ket meneg anezhañ er skridoù, na delwenn ebet anezhañ en ilizoù, a-raok an XIIvet kantved.

Chapel Sant C'hireg hag an orator dirazi

Meur a anv-lec’h e kumun Perroz-Gireg zo stag outañ :

  • ur roc'h zo anvet Gwele Sant C'hireg, e-kichen Krec'h ar C'hamm ;
  • div feunteun zo anvet Feunteun Sant C'hireg (an eil e Ploumanac'h hag eben e Traou-Perroz) ;
  • war an aod ez eus ur peulvan zo anvet Peulvan Sant C'hireg ;
  • ur chapel Sant C'hireg zo e Ploumanac'h hag orator Sant C'hireg en he c’hichen, war aod Sant C'hireg.

E lec'hioù all e vez enoret Gireg ivez : e Lokireg (ur feunteun Sant C'hireg zo eno ivez), en ur chapel eus Louaneg hag en ur chapel eus Ploubêr.

Pedet e vez evit paerañ ar gorioù, evit ma c'hallfe ar vugale vihan mont o-unan hag evit ma c'hallfe ar merc’hed kavout ur gwaz.

Lidet e vez e zevezh gouel d’ar 17 a viz C'hwevrer, met e Perroz-Gireg e vez graet e bardon d’ar sul a-raok Yaou Bask hag e Lokireg e vez graet ar pardon da zeiz gouel sant Jakez d’ar 25 a viz Gouere.

Marteze ez eo ar memes sant hag an hini anvet Gwerog, enoret e Bro-Leon, met n’eo ket sur[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. B. Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère, Douarnenez, 1990, p. 121