Somerset

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Somerset
Skoed-ardamez Somerset

Ardamez Somerset
Cumbria Devon Northumberland Norfolk Suffolk Essex North Yorkshire Lincolnshire Wiltshire Kent Worcestershire Nottinghamshire East Sussex Somerset West Sussex Herefordshire Dorset West Yorkshire Isle of Wight Shropshire Hampshire Northamptonshire Oxfordshire Staffordshire Derbyshire GloucestershireEnglandSomerset.svg
Diwar-benn ar skeudenn-mañ
Kêr-benn Taunton
Gorread 4,171 km²
Poblañs 912,900
Stankted ar boblañs 219 annezad/km²
Distrigoù
Somerset Ceremonial Numbered2.gif
  1. Su Somerset
  2. Taunton Deane
  3. Kornôg Somerset
  4. Sedgemoor
  5. Mendip
Somerset sd stone circle 06.jpg

Somerset (Gwlad yr Haf e kembraeg, Bro an Hañv) zo ur gontelezh e kornog Bro-Saoz, war aod kreisteiz Mor Hafren (anv kembraek ar mor a zo er c'huzh-heol da aber ar stêr Hafren), pe Kanol Bristol (Bristol Channel e saozneg). Dirak kreisteiz Kembre ha Morgannwg emañ.

Rannadur diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo ar gontelezh amaezhel e 5 distrig :

  1. Su Somerset
  2. Taunton Deane
  3. Kornôg Somerset
  4. Sedgemoor
  5. Mendip

Kontelezh lidel ha kontelezh amezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar 1añ Ebrel 1996 ez eo Bath ha Biz Somerset (6) ha Norzh Somerset (7) Amaezherezhioù unvan, dispartiet ma 'z int diouzh ar gontelezh velestradurel, daoust dezho chom er gontelezh lidel

Kembraeg, kerneveureg, ha brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwlad yr Haf (Bro an Hañv) a vez graet anezhi e kembraeg, diwar ar ger saoznek "summer" a gomprener e-barzh Somerset: er XVvet kantved e vije bet savet an anv-se. Gwlas an Hav eo an anv kerneveurek.

Bro an hañv a ra lod anezhi e brezhoneg, pa gomzont eus beajoù ar sent vrezhon gozh da skouer(Daveoù a vank).

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En-dro dezhi emañ kontelezhioù Gloucestershire, Wiltshire, Dorset, ha Devon. Eus an aod anezhi, e c'haller damwelout aod kreisteiz Kembre.

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar c'hêrioù e c'haller menegiñ Wellington, anv kavell tiegezh ar jeneral a roas lamm da Napoleon e Waterloo. Taunton eo kêr-benn ar gontelezh. Un darn eus kêr vras Bristol ivez a zo e Somerset.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]