Mor Havren
(Adkaset eus Mor Hafren)

Mor Hafren eus Llanilltud Fawr. Eno e oa manati Ildud hag alese ez eas ar sent vrezhon da Vreizh dre Mor Hafren ha Kernev-Veur
Mor Havren eo an anv brezhonek, diwar skouer an anv kembraek Môr Hafren, a reer eus ar mor etre kreisteiz Kembre ha hanternoz Kernev-Veur, anezhañ aber ar stêr Hafren, hag a lavarer Bristol Channel anezhañ e saozneg.
Anv kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aber Henfelen eo anv Mor Havren er Mabinogi, e Branwen ferch Llŷr. Adkavout a reer an anv e Llyfr Taliesin hag en ur varzhoneg gant Cynddelw Brydydd Mawr.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gouzout a reer e veze treizhet gant menec'h Kembre (Paol Aorelian, Gweltaz, hag ar re all) da vont da avielañ Kernev-Veur a-raok mont da dreuziñ Mor Breizh. Eus o manati e Llanilltud Fawr e welent aod Kernev-Veur.
An inizi er Mor Hafren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ynys Wair
- Ynys Echni
- Ynys Ronech (Steep Holm)
- Denny Island
- Seal's Rock
- Sully Island
- The Wolves
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, eil embannadur 1951). Er bajenn 215 e lenner un notenn gant Ifor Williams diwar-benn an anv Aber Henfelen.