Mont d’an endalc’had

Branwen, merch Llŷr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Branwen ferch Llŷr)
Branwen hag an dred e lez Matholwch - skeudenn eus levr Charlotte Guest, embannadur ar Mabinogion e (1877)

Branwen, merc'h Llŷr, pe Branwen ferch Llŷr hervez an anv kembraek, eo anv an eil skourr eus ar Mabinogi, anvet ivez Mabinogi Branwen. Merc'h eo Branwen d'ar roue Llŷr ha d'e wreg Penarddun, ha c'hoar eo da v-Bendigeidfran, bremañ roue Enez Vreizh war-lerc'h e dad.

Doueez ar Garantez hag ar Gened eo e mojennoù all.

Emañ Bendigeidfran o sellout ouzh ar mor ha trizek bag o tostaat. Deut int gant Matholwch, roue Iwerzhon, da c'houlenn Branwen, merc'h Llŷr, da zimeziñ. Gant an eured-se e vo diazezet ar peoc'h etre an div bobl. Emglev a zo graet, ha banvez. Ali Evnissyen (Efnysien e kembraeg a-vremañ) n'eo ket bet goulennet. Pa erru er c'hastell e c'houlenn da biv eo ar c'hezeg nevez. D'an Iwerzhonad, deuet da zimeziñ d'e hanterc'hoar, a zo respontet dezhañ. Fuloriñ a ra pa glev ar c'heloù ha klask a ra kas an emglev-se da get: troc'hañ a ra muzelloù, divskouarn ha lostoù kezeg an Iwerzhoniz.

Gaou ha dismegañs zo bet graet ouzh Matholwch. Evel digoll e kinnig Bendigeidfran kezeg all hag ur gaoter vurzhudus d'e vreur-kaer: gant honnezh e c'hallo degas ar re varv da vev.
Kaset eo Branwen da Iwerzhon ha graet un degemer mat dezhi. Ur mab he deus, Gwern e anv. Goude-se e krog an traoù da dreiñ fall.

Skuizh eo aet ar roue gant e wreg, he lakaat a ra da zilezel hec'h anv a rouanez, hag he c'has da labourat d'ar gegin. Tri bloavezh-pad e savo Branwen un dred da gas keloù d'he breur Bendigeidfran. Hag eñ kerkent da zont gant un armead tud. Aloubet Iwerzhon gant Bran. Gwelet eo bet o treuziñ ar mor war droad. Emañ Matholwch hag e soudarded o c'hortoz a-drek ur stêr, distrujet ar pontoù ganto. Gourvez a ra Bran dreist arv stêr, ha tremen a ra e arme. Evit ober ar peoc'h en deus lakaet Matholwch sevel un ti bras a-walc'h da zegemer e vreur-kaer ramzel. Prest eo Matholwch da welout e vab Gwern o ren en e lec'h, d'ober plijadur. Kement-se avat ne blij ket da aotrouien Iwerzhon. Kuzhat a reont e-barzh seier staget ouzh peulioù an ti bras nevez-savet, prest da lammat war baotred Kembre. Efnisien a oa deuet da welout an ti a-raok ma oa erruet Bran hag e wazed, ha komprenet en doa peseurt tro gamm a oa war an hent, ha neuze en doa lazhet an dud er seier. Banvez zo da lidañ Gwern, roue nevez Iwerzhon. Hag Efnisien da skeiñ e niz en tan, evit kas ar peoc'h da get.

Brezel ouzh Iwerzhoniz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel zo, ha lazhet an holl. An holl Iwerzhoniz, nemet pemp maouez a zo o tougen, hag a adtudo ar vro. An holl Gembreiz, nemet seizh gwaz a zistro d'ar gêr gant Branwen, ha penn he breur Bran: gloazet e oa ha goulennet en doa ouzh e soudarded troc'hañ e benn outañ.

Degouezhout a reont e Kembre, en Enez Mon, en Aber Alaw. Mervel a ra Branwen o soñjal en distruj a zo bet abalamour dezhi. Eno emañ he bez, tost d'ar stêr Alaw.

Bendigeidfran en doa gourc'hemennet d'e wazed dibennañ anezhañ ha kas e benn da Londrez. Hag int ha mont. War o hent e tremenont dre Harlech, hag eno e chomont da ziskuizhañ, gant chouchenn hag a bep seurt. Dont a ra tri evn betek enne da ganañ brav, ken brav ma chomont e-pad seizh vloaz da selaou ha da riboulat. Goude ez eont da Benfro ma chomont gant ar penn ur pennad mat c'hoazh: 80 vloaz. Un deiz e komprenont ez eus tremenet kalz amzer, hag ez eo poent ober evel ma lavare Bendigeidfran: kas ar penn da veziañ d'ar Menez Gwenn, da Londrez.

Ar brezel hag ar preizhata eo penn-danvez an danevell. Ar marv hag an amzer hini an dibenn. Arouez ar marv e vije ar vran a gaver en anv ar breur hag ar c'hoar.

N'eus nemet ur maen en e sav ken.
Furchet e voe al lec'h e 1800, hag er bloavezhioù 1960, gant Frances Lynch, a gavas meur a jarl gant ludu korfoù.
Krediñ a reer ez eus un tamm gwirionez en danevell, hag e c'hallfe an darvoudoù bezañ c'hoarvezet en Oadvezh an Arem.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Llanddeusant, en Enez Von, emañ ar c'harn anavet evel Bedd Branwen, war lez ar stêr Alaw.

Branwen gant Christopher Williams (1915)
  • Branwen, taolenn Christopher Williams e 1915.
  • Ur film anvet Branwen zo bet e 1994[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Branwen Uerch Lyr. Ed. Derick S. Thomson. Medieval and Modern Welsh Series Vol. II. Dublin: Dublin Institute for Advanced Studies, 1976. ISBN 1-85500-059-8
  • Ford, Patrick K. "Branwen: A Study of the Celtic Affinities," Studia Celtica 22/23 (1987/1988): 29-35.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. IMDb