Mont d’an endalc’had

Alaw

Eus Wikipedia
Aber ar stêr Alaw e Llanfachraeth

Ar stêr Alaw (Afon Alaw e kembraeg) zo ur stêr en hanternoz Enez Von, an enezenn vras a zo en hanternoz Kembre.

Eieniñ a ra an Alaw e Llanerchymedd, e-kreiz an enezenn, hag alese e red betek Llyn Alaw, al lenn a zo bet graet dre sevel kleuzioù dreist ar stêr, hag a zo maget gant gwazhioù arall ouzhpenn. Pa zeu er-maez eus al lenn e tremen dre Llanbabo ha Llanfachreth, hag eno e kej gant ar stêr Alaw Fach. Aberiñ a ra e Penrhos, er reter da Gaergybi. Ur 15 km hed zo dezhi, en ur gontañ he zreuz dre Llyn Alaw.

Kaoz zo eus an Afon Alaw en eil skourr ar Mabinogi, Branwen ferch Llŷr, ma teu Branwen di, ha hi o vervel gant ar ranngalon o welout pegement a vrezelourien eus Ynys y Cedeyrn ("Enez ar Gedern", da lavarout eo Enez Vreizh) hag eus Iwerzhon, a zo bet lazhet abalamour dezhi. Beziet eo neuze war lez ar stêr Alaw.

E Llanddeusant, war lez ar stêr, emañ ar c'harn anavet evel Bedd Branwen, "Bez Branwen".

  • Ur vag dre lien zo anvet Afon Alaw, c'hoar eo d'ar vag all Afon Cefni, anvet o-div diwar stêrioù Mon.