Mont d’an endalc’had

Creirwy

Eus Wikipedia

Creirwy, pe Creirfyw, merc'h da g-Ceridwen ha Tegid Foel, a oa ur plac'h kaer ha kenedus, o chom gant he zud e Penllyn. Ur breur he devoa, Morfran e anv, ha hennezh a oa ken divalav ma oa bet lesanvet 'Afangddu' rak euzhus ha du e oa.

Hervez Ifor Williams e teufe an anv Creirwy eus ar gerioù crair "teñzor, tra garet", ha byw "bev."

Kaoz zo anezhi en Hanes Taliesin (Istor Taliesin), skrivet gant Elis Gruffydd ma'z eo kontet istor ar barzh Taliesin. Pimpatrom ar gened e oa er Grennamzer a-hervez, evel Arianrhod ferch Dôn, ha Gwen ferch Cywryd, ha bez e oa unan eus 'Tair Gwenriain Ynys Prydain':

'Teir Gwenriein Ynys Prydain:
Creirwy merch Ceridwen,
Ac Arianrod ferch Dôn,
A Gwen ferch [C]ywryd mab Cryddon.'
(Trioedd Ynys Prydain 78, en doare-skrivañ a vremañ)

Meneg zo anezhi en oberennoù Beirdd yr Uchelwyr, evel Madog Benfras ha Tudur Aled.

E skrid Elis Gruffydd ez eo "tecaf forwyn o'r byd", koantañ gwerc'hez ar bed.

Ur vojenn all zo bet diwarni ma'z eo dousig an haroz Garwy Hir, en ur varzhoneg gant Hywel ab Einion d'e zousig-eñ, Myfanwy eus Castell Dinas Brân.

Kaoz zo ivez eus ur plac'h koant anvet Chreirbia e buhez latin Sant Wenole, eus Kerne, gant Wrdisten. Gallout a rafe Chreirbia bezañ un doare all d'an anv kembraek Creirwy. Hervez an oberour, ur manac'h breizhat anezhañ, e oa-hi puella pulcherrima, ur plac'h yaouank kaer-meurbet.

Krediñ a ra lod e c'hall Creirwy hag he mamm bezañ bet doueezed brezhon.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]