Mont d’an endalc’had

Manawyddan, mab Llŷr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Manawydan fab Llŷr)
Manawydan, an eskob hag al logodenn

Manawyddan, mab Llŷr, pe Manawyddan fab Llŷr hervez an anv kembraek orin, eo anv an danevell a zo trede skourr ar Mabinogi. A-wechoù e skriver Manawydan, hervez doare ar c'hrenngembraek. Mab eo d'ar roue Llŷr ha breur da Vendigeidfran ha Branwen. Klotañ a ra e anv gant hini Manannán mac Lir, unan eus doueed ar mor e mojennoù Iwerzhon, unan eus an Tuatha Dé Danann (Tud an Doueez Dana).

Kaoz zo anezhañ dreist-holl en Eil ha Trede Skourr ar Mabinogi, hag ivez en Triadoù Enez Vreizh.

Un den a bouez eo Manawydan en Eil Skourr ar Mabinogi, anvet Brânwen, merc'h Llŷr.

Kuzulier ar roue Bendigeidfran, e vreur, eo Manawyddan. Pa zimez o c'hoar Branwen da Vatholwch, roue Iwerzhon, emañ ouzh taol er banvez-eured e-kichen Bran. Pa ya o hantervreur Efnisien da vuturniañ kezeg Matholwch eo eñ a zo kaset gant Bran da ginnig un dazpren. Pa glever en Enez Vreizh e vez gwallgaset Branwen gant he gwaz Matholwch e ro e skoazell da Vran da gas an dial da Iwerzhon. Brezel zo, ha Manawyddan zo unan eus ar seizh den chomet bev. Bran zo gloazet d'ar marv hag a c'houlenn digant Manawyddan hag e c'hwec'h kamarad all troc'hañ e benn dioutañ hag e gas da Enez Vreizh; e-pad ar veaj e talc'ho da gomz gant ar gamaraded.

Manawyddan, mab ar roue Llŷr, a zo dimezet da Rhiannon, goude marv he fried kentañ, Pwyll. Un deiz e oant o pourmen gant Pryderi, mab Rhiannon, hag e wreg Kigva, pa voent tapet dindan an arnev. Goude an arnev e sav ul latarenn vurzhudus war ur vro distrujet ha didud.

E skridoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Manawyddan zo meneget er varzhoneg Pa Gwr yw y Porthawr, ha lakaet eo da vezañ unan eus brezelourien ar Roue Arzhur[1]. Meuleudi dezhañ zo er varzhoneg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Green, p. 84-85.