Mont d’an endalc’had

Blodeuwedd

Eus Wikipedia
Kaouenn doare keltiek. En ur gaouenn e voe troet Blodeuwedd

Ur plac'h hud eo Blodeuwedd krouet gant ar strobinellerien Gwydion fab Dôn ha Math fab Mathonwy da vout pried da Lleu Llaw Gyffes. Hec'h istor a lenner er Mabinogi, e skourr Math fab Mathonwy.

Mojenn Blodeuwedd

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet Blodeuwedd gant Gwydion ap Dôn ha Math fab Mathonwy, diwar bleunioù derv, banal ha rouanez-ar-pradeier, da vout pried da Lleu Llaw Gyffes. Ar bravañ maouez zo er bed eo-hi. Aet eo da chom gant he fried Lleu Llaw Gyffes da Domen y Mur, lec'hienn ur c'hreñvlec'h roman kozh e-kichen Trawsfynydd hiziv.
Un deiz ez eas Lleu da welout ar roue Math d'e lez, e Caer Dathyl. E-keit-se e tegouezhas, en e di, Gronw Pebyr, aotrou Penllyn, a oa o chaseal er vro. Ha Blodeuwedd da orgediñ ouzh Gronw Pebr. Hag an daou da itrikañ lazhañ Lleu. Met n'halle ket Lleu bezañ lazhet evel un den ordinal.

Evel pinijenn e voe troet en kaouenn gant Gwydion.

Savet e vije anv Blodeuwedd diwar blodau (bleuñvenn) ha gwedd (gwez). Met un adstumm zo, Blodeufedd, diwar blodeu ha medd (mez, chouchenn).

Gant Saunders Lewis eo bet savet ar pezh anvet Blodeuwedd, diazezet war ar vojenn.

Ur film, Tylluan Wen zo bet graet e 1997 gant ar gompagnunezh Ffilmiau'r Nant evit S4C, diwar romant Angharad Jones, Y Dylluan Wen.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • W.J. Gruffydd, Math Vab Mathonwy (Caerdydd, 1928). Skrid orin ha troidigezh saoznek.
  • Ifor Williams (gol.), Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, 1930)