Kaouenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kaouenned
Chouette.jpg
Kaouenned
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.

Kaouenn a zo un anv hollek roet da veur a evn-preizh noz renket e kerentiadoù ar Strigidae hag hini an Tytonidae.

Stummoù all an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù gant kaouenn en o anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaouenned a vez graet ivez eus ar Strigidae a raer hoperien-noz pe skrijerien-noz eus anezho.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel an evned-preizh all e tenn ar c'haouenned o boued diwar preizhañ ar bronneged bihan (krignerien d'an aliesañ), evnigoù hag amprevaned.

Arouezouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezet e oa ar c'haouenned dindan savboentoù enebet a-hed an istor hag ar broioù :

  • evit ar Gresianed e oa ar gaouenn vihan, evn ar furnez, perzh an doueez Atena;
  • evit ar Romaned e oa an evned-preizh noz, evned ar gwrac'hed (stryxae e latin), ar pezh a gaver e levrioù Harry Potter hiziv c'hoazh;
  • en danevelloù keltiek Mabinogion eo ar gaouenn ur mallozh. Ar gaouenn gentañ eo Blodeuedd, ur plac'h graet diouzh bleuñv. Kastizet eo en ur vezañ lakaet da gaouenn.
  • er Grennamzer e oa un dispriz bras dezho gant ar gouerien pa oant arouez ar gwidre, da lavaret eo e chaseont pa ne c'hell ket o freizhoù gwelet anezho. Tapet e oant ha staget ouzh an dorioù war-bouez tachoù.

Arouez meur a gêr eo dont va vezañ ar gaouenn :

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet eo bet ur strollad sonerezh elektronek diouzh ar ger kaouenn en e stumm gwenedek: Kohann.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kaouenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.