Trizek Tra Gaer Enez Vreizh
Neuz
Trizek Tra Gaer Enez Vreizh (kembraeg : Tri Thlws ar Ddeg Ynys Prydain) zo teñzorioù harozed ha rouaned vrezhon Hanternoz kozh Enez Vreizh ar Grennamzer, a zo meneget e skridoù krenngembraek. Meur a zoare anezho zo, hag an hini koshañ eo an dornskrid Kerdiz 17.
Meur a listennad a voe savet er XVvet hag er XVIvet kantved ; atav e vez 13 tra enno, met lod traoù a gaver en eil listenn a c'hall bezañ diank e meur a hini all, setu perak ez eus 14 tra el listenn amañ a-is.
An Trizek Tra
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dyrnwyn ("Dornell wenn"), kleze Rhydderch Hael, ur c'hleze burzhudus a grog an tan enni penn-da-benn.
- Mwys Gwyddno Garanhir, ur seurt paner pe kavell : pa vez roet boued anezhañ d'un den e vez trawalc'h evit kant.
- Korn Brân Galed, a gaver da evañ e-barzh seurt a gared.
- Karr-brezel Morgant Mwynfawr : pa sav unan ennañ e vez kaset kerkent da lec'h a gar.
- Kabestr Clydno Eiddin : lakaat anezhañ a rae Clydno ouzh e wele ha pa zihune antronoz e kave ar marc'h a gare.
- Kontell Llawfrodedd Farchog a c'halle bodañ 24 brezelour ouzh taol war un dro.
- Kaoter ar Ramz Dyrnwch ne c'hall ket lakaat kig da virviñ evit un den digalon, hogen buan-tre e ra evit unan kalonek.
- Maen higolenn Tudwal Tudclyd, da lemmañ lavnenn ur c'hadour ; ma'z eo kadarn ar c'hadour e vo lakaet an enebour da ziwadañ, met dall e chom al lavnenn ma'z eo ar c'hadour unan digalon.
- Mantell Padarn Beisrudd : brav e klot gant forzh pe zen kadarn, ur bilhenn eo war unan digalon.
- Picher ha plad Rhygenydd Ysgolhaig, a vez leuniet gant kement boued a garfe o ferc'henn kaout.
- Tablez gwezboell Gwenddolau ap Ceidio : bras, en aour, ar pezhioù en arc'hant ha strink ; o-unan e c'hoari ar pezhioù pa vezont staliet mat.
- Mantell Arzhur e Kernev-Veur : ur vantell hud a laka diwelus an hini he gwisk.
- Mantell Tegau Eurfron ("Tegau Aourvronn") a nac'h gwiskañ ur vaouez ha n'eo mui gwerc'hez a-raok bezañ dimezet, nag unan avoultr ; betek an douar e tiskenn ar vantell war ur vaouez feal, betek he fennoù-glin hepken ma n'eo ket.
Ur pevarzekvet tra zo : maen prizius ha gwalenn Eluned Ddedwydd, a zo bravigoù hud a gaver er vojenn Iarlles y Ffynnon.
Hervez un doare eus ar skrid en dije gounezet Taliesin an Trizek Teñzor-se en Hanternoz Kozh.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rachel Bromwich (embannerez), Trioedd Ynys Prydein, Kerdiz, embannadur nevez e 1991, Atodiad III.