Gwezboell

Eus Wikipedia

Gwezboell a reer eus ur c'hoari damheñvel ouzh hini an echedoù a oa e sevenadur ar Gelted a-raok da c’hoari an echedoù bezañ anavezet en hor broioù ; anv zo anezhañ er Mabinogi. Ur c'hoari strategiezh e oa, c’hoariet a-zaou, gant pezhioù lakaet war un tablez. Diwar an nebeud a ouzer diwar-benn ar c’hoari fidchell eus Iwerzhon hag ar c'hoari tawlbwrdd eus Kembre, eo bet adsavet ar c’hoari gwezboell gant Keit Vimp Bev e 1990.

Heñvel a-walc’h eo reolennoù ar c’hoari-se ouzh ar re implijet e c’hoari tablut ar Samied.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger gwezboell (henvrezhoneg : guidpoill "poell ar c'hoad"[1] ; gwyddbwyll e kembraeg, fidchell en heniwerzhoneg, ficheall en iwerzhoneg a-vremañ) a zeu eus *uidu-kueslà. An elfenn gentañ zo ur wrizienn indezeuropek *widu- a dalvez "prenn", "koad". Roet he deus, e brezhoneg bremañ, ar ger gwez, hag an tamm kentañ eus ar verb gouzout. An eil elfenn, *kwêllâ, a dalveze "gwelout", ha roet he deus ar brezhoneg "poell".

Ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c’hoari gwezboell, en enep da c'hoari an echedoù ha da c’hoari an damoù, e vez daou du digempouez o nerzh o keveziñ, ha ganto palioù disheñvel. War un tablez 9 x 9 = 81 c’harrez e vez c’hoariet. Ar roue zo gwarezet en e gastell kreiz, gant eizh priñs. C’hwezek enebour en deus, renket pevar-ha-pevar. Klask a reont tapout ar roue dre c’hronnañ anezhañ ha mirout outañ a fiñval.

Reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur roue teñval hag eizh difenner zo e kreiz an tablez ; c'hwezek enebour sklaer zo lakaet a-bevar ouzh kostezioù an tablez. E deroù ar c'hrogad e vez ar roue en e gastell, gronnet gant e zifennerien. Peogwir ne c'hall ket fiñval ez eo e enebourien a fiñv ur pezh da gentañ. Nepred ne vez fiñvet muioc'h eget ur pezh war an dro. A bep eil e c'hoari ar re sklaer hag ar re deñval.

Fiñvoù
  • Koulz ar roue hag e enebourien a c'hall fiñval dreist forzh pe niver a garrezioù goullo ; ne c'heller ket tremen dreist ur pezh.
  • Atav e fiñv ar pezh a-stur gant bordoù an tablez (← ↑ → ↓), evel un tour er c'hoari echedoù ; arabat eo mont a-veskell evel ur farouell en echedoù.
  • Ar roue hepken a c'hall mont d'ur c'horn (karrezioù gwer teñval).
Pakadur
  • Paket e vez ur pezh pa vez un enebour a bep tu dezhañ ; tennet a-ziwar an tablez e vez neuze.
  • Ur pezh a c'hall en em silañ etre daou enebour ha chom war an tablez.
  • Paket e vez ar roue pa vez sparlet e holl hentoù dezhañ : daou hent en ur c'horn, tri hent en ur c'hostez, pevar hent e lec'h all. Echu eo ar c'hrogad neuze.
Kempleshoc'h
  • Ne c'hall ar roue mont nemet da unan eus ar c'harrezioù a zo stok outañ.
  • Ar roue hepken a c'hall mont d'ur c'harrez gwer splann.
  • Saveteet eo ar roue mar deu a-benn da dizhout unan eus ar pevar c'horn.

C'hoarioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ard rí a oa ur c’hoari eus Bro-Skos ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn.
  • Buanfach a veze c'hoariet en Iwerzhon ; dianav-krenn eo bremañ. Kement ha "skeiñ a-bell" e talv an anv ; daou c'hoarier a oa, unan anezho gant ul lañs bras[1].
  • Brandubh a oa ur c’hoari heñvel, meneget en dornskridoù iwerzhonek kozh ivez.
  • Fidchell a veze c’hoariet en Iwerzhon er Grennamzer ivez. Deuet eo ar ger ficheall da dalvezout "c'hoari an echedoù" en iwerzhoneg bremañ.
  • Hnefatafl zo ur c’hoari zo meneget alies e sagaoù ar Vikinged. Ar c’hoarioù Tafl a veze c’hoariet gant ar C'hermaned kozh. En implij int bet en Europa an Norzh a-bezh betek an Azginivelezh pa voe kemeret o flas gant c'hoari an echedoù.
  • Tablut, eus Laponia, eo ar c’hoari a anavezomp ar gwellañ, dre m’eo bet displeget e reolennoù gant ar skiantour Linnaeus e danevell e veaj da hanternoz Sveden e 1732. Marteze a-walc’h ez eo ar c’hoari-se un diskennad da c’hoari Hnefatafl ar Vikinged. Kement ha "tablez" e talv an elfenn tafl ennañ (Tafel en alamaneg).
  • Tawlbwrdd ha Gwyddbwyll a oa anavezet er Grennamzer e Kembre. Un dornskrid eus 1587, miret e Levraoueg Vroadel Kembre a zispleg e oa an tawlbwrdd ur c’hoari war un tablez 121 garrezennig (11x11). C’hoari gwyddbwyll a rae ar roue Arzhur a-enep Owain hervez marvailhoù Kembre. Bremañ e vez implijet ar ger gwyddbwyll e kembraeg evit komz eus c'hoari an echedoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Sterckx, Claude. Les jeux de damiers celtiques. In : Annales de Bretagne, 1970, levrenn 77-4, pp. 597-609.