Cantre'r Gwaelod

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Koadeg Ynyslas

Cantre'r Gwaelod, pe Cantref y Gwaelod ("kantrev ar goueled"), zo ur vro vojennel e Bae Ceredigion, e kornôg Kembre, tu bennak etre Ynys Enlli en hanternoz hag Ynys Dewi er c'hreisteiz. Meneget e vez a-wechoù evel un Atlantis, met tennañ a ra kentoc'h da vojenn Kêr-Is. Relegoù gwez fosilaet a weler war aod ar bae, d'an daere. Ha goude barroù avel vras miz C'hwevrer 2014 ez eus bet dizoloet muioc'h c'hoazh, en Ynyslas hag Y Borth, ken e voe kaoz adarre eus gwrizioù istorel ar vojenn.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo d'ar vojenn. E Levr Du Caerfyrddin emañ an hini koshañ anavezet, kaoz ennañ eus Maes Gwyddno a voe beuzet abalamour d'ur plac'h yaouank anvet Mererid .


Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]