Mont d’an endalc’had

Le Monde

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Le monde)
Logo ar gazetenn Le monde
Kentañ niverenn Le Monde, meurzh 19 a viz Kerzu 1944.

Le Monde zo ur gazetenn c'hall krouet gant Hubert Beuve-Méry e 1944. Bez eo unan eus ar c'hazetennoù pemdeziek diwezhañ o vezañ eus an noz, a vez embannet gant deiziad an devezh war-lerc'h e Pariz e penn kentañ an abardaez. Evit lod kêrioù bras all e vez ivez diouzh an abardaez met evit ar peurrest eus Bro-C'hall e teu ar mintin war-lerc'h.

Sellet a reer outi evel unan eus kazetennoù diazez Bro-C'hall. Lennet e vez gant 2,42 milion a dud hervez sifroù 2016, an eil kazetenn eo hervez an niverennoù gwerzhet. Bez e oa ar gazetenn lennet ar muiañ en estrenvro betek ar bloavezhioù 2000. Er mare-se e veze gwerzhet 40 000 skouerenn bemdez er-maez eus Bro-C'hall. Abaoe 2012 ez eo diskennet betek 26 000 skouerenn.

Linenn-stur ar gazetenn zo unan kreiz-kleiz, met ar skipailh a nac'h kement-se hag en em ginnig evel dieub eus an holl duioù politikel. Al lennerien zo evit 51 % anezho eus an tu kleiz e 2014, hervez ur sontadeg gant an Ifop evit ar gelaouenn Marianne.

Ar gazetenn zo perc'hennet gant ar strollad Le Monde, gant 72,5 % eus ar gevredigezh perc'hennet gant Le Monde libre, e dalc'h an dud a aferioù Xavier Niel ha Matthieu Pigasse. Arc'hantaouet eo gant ar Stad : e 2011 ha 2012 e oa ar c'hentañ kazetenn harpet gant ar Stad gant 16,9 ha 18,6 milion a euroioù.