Elen Luyddog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Elen Luyddog a oa ur briñsez vrezhon er IVe kantved, hervez ar vojenn, ha lakaet da santez, ma'z eo anavezet e saozneg evel Saint Helen of Caernarfon.

Merc'h e vije bet da Eudaf, pe Octavius, ur penn brezhon-roman, ha pried e oa da Vacsen Wledig, pe Magnus Clemens Maximus, impalaer en Enez Vreizh, Galia ha Spagn, a voe lazhet er brezel e 388.

Meur a vab o dije bet, daou anezho anvet Peblig hag Owain.

Savet he dije meur a iliz e Kembre e dibenn ar IVe kantved.

Diwar hec'h anv e vefe bet anvet an hent roman kozh Sarn Helen.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]