Peblig

Eus Wikipedia

Peblig (Publicius, e latin ) a oa ur priñs brezhon e dibenn ar IVe kantved, hag ur sant, hervez ar vojenn.

Istor ha mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Vacsen Wledig, pe Magnus Clemens Maximus, impalaer en Enez Vreizh, Galia ha Spagn, a voe lazhet er brezel e 388. E vamm e oa Elen Luyddog, ur briñsez vrezhon lakaet da santez. Breur e oa da Owain fab Macsen Wledig, ha d'an impalaer Cystennin hervez ar vojenn.

Gantañ e vije bet savet un iliz e Llanbeblig, e-kichen Segontium (Caernarfon), ur c'hreñvlec'h roman. Dont a ra e anv kembraek Peblig eus an anv latin Publicius, pezh a ziskouezfe e orin roman, hogen n'haller ket prouiñ pe e oa mab da Elen ha Macsen pe ne oa ket.

Hervez Nennius, en IXvet kantved (ur pevar c'hant vloaz goude eta) e vije bet bez Cystennin e "Caer Seint". Kaset e voe an arched da iliz Llanbeblig war urzh ar roue saoz Edouarzh I e 1283.

D'an 3 a viz Gouhere e vez lidet ar sant.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]