Mont d’an endalc’had

Eudaf

Eus Wikipedia

Eudaf, pe Eudaf Hen, a oa ur roue brezhon en Enez Vreizh, hervez ar vojenn, er marevezh roman, en tolead ma voe savet rouantelezh Gwynedd diwezhatoc'h. N'eus roud ebet anezhañ en Istor avat.

Meneget eo e anv latin Octavius en Historia Regum Britanniae, oberenn Jafrez Menoe. Met ne vefe nemet ur c'hammlatinekadur eus un anv hengembraek Outham, deuet da vout Eudaf diwezhatoc'h.

Meneget eo an anv Eudaf avat er skrid krenngembraek Breuddwyd Macsen. Hervez a lenner e oa tad da Elen Luyddog‎, a vije bet dimezet da Macsen Wledig (335?-388), un ofiser hag impalaer roman hag a zo anavezet ivez evel Magnus Maximus, pe Magnus Clemens Maximus.