Mont d’an endalc’had

Aranrhod

Eus Wikipedia

Aranrhod a zo un dudenn e gwengelouriezh Preden ha kavet e vez dreist-holl er pevarvet skoutr ag ar Mabinogi. Merc'h Dôn eo, ha c'hoar Gwydion ha Gilfaethwy. Hervez Trioedd Ynys Prydein e vefe Beli Mawr he zad. Er Mabinogi eo he eontr Math fab Mathonwy penntiern Gwynedd, hag e-kerzh an danevell e c'hanas daou vab, Dylan ha Lleu, gant doareoù hudel.

Hervez ar pevarvet skourr e varvfe eontr Aranrhod, Math fab Mathonwy, ma tennfe e dreid diwar varlenn ur werc'hez pa ne vefe ket o vrezeliñ. Gilfaethwy a oa disachet gant ar werc'hez-se, Goewin, ha, gant e vreur Gwydion, e taeas tiern Dyfed, Pryderi, neuze e tarzhas ar brezel. Dav e voe da Math kuitaat e lez. Pa oa ezvezant Math e c'hallas Gilfaethwy forzhañ ar werc'hez Goewin. Pa zistroas Math e yeas e fulor hag e strobinellas Gilfaethwy hag e vreur Gwydion da vout loened, ha dimeziñ a reas gant Goewin evit gwalc'hiñ he mezh. Hogen dav eo dezhañ adkavout ur werc'hez all da zerc'hel e dreid.

Gwydion a soñjas en e c'hoar Aranrhod. Evit amprouiñ he gwerc'hted e tlee-hi treuziñ rod hudel Math. En ur dreuziñ e c'hanas kerkent daou vreur, Dylan ail Don, hag ur grouell disneuz hag a voe anvet Lleu Llaw Gyffes.

An anv "Aranrhod" a dalvezfe "Rod Vras" hervez Rachel Bromwich[1] pe "Rod Arc'hant" (Arianrhod) hervez John Rhŷs.

  1. Bromwich, Rachel (2006). Trioedd Ynys Prydein: The Triads of the Island of Britain. University Of Wales Press