Annwn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Annwn, Annwfn pe Annwvyn eo anv kembraek (krenngembraek) Bed All ar Gelted er mojennerezh Gembraeg. Un doare baradoz eo Annwn er skridoù koshañ. War an diwezhadoù avat e teuas da vout ur seurt Ifern, dindan levezon ar gristeniezh.[daveenn]

Er Mabinogi eo Arawn eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus Gwyn ap Nudd e lennegezh Arzhurel. E mojenn Pwyll priñs Dyfed (kembraeg Pwyll Pendefig Dyfed) hag e danevelloù all e tiskouezer Annwn evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.[1]

Anv hag etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damantañ a ra ar mammennoù krenngembraek e roed d'ar ger ar ster "don-kenañ" er grennamzer.[2] Kavout a reer ar stumm antumnos war un dabletez c'halianek[3] a lakfe da soñjal e teu an anv eus *ande-dubnos, ur ger a gaver e predeneg hag e galianeg gant ar ster "ar bed a-zindan".[4] Distagadur ar ger kembraek a-vremañ a zo [ˈanʊn].

Lec'hierezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klotañ a ra ar mojennerezh predenek gant an hini gouezelek amañ. Krediñ a raed edo ar Bed All pe war un enezenn pe dindan an douar.[5] E kentañ skourr ar Mabinogi n'eo ket meneget pelec'h emañ Annwn, zoken ma komprener e c'hellfe bezañ e Dyfed.[1] Er barzhoneg krenngembraeg Preiddeu Annwfn a gaver e Levr Taliesin eo diskouezet Annwn evel un enezenn : "yg kaer pedryfan ynys pybyrdor" ("e Kêr Pedryvan, enez an nor galet", rann 3, gwerzenn 2). Daou vanvez hud all a c'hoarvez en eil skourr ar Mabinogi ; lec'hiet int en Harlech, e Gwalarn Bro-Gembre, ha war Enez Gwales e Mervent Sir Benfro.

Er Mabinogi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer Annwn e Pevar Skourr ar Mabinogi, ur strollad peder mojenn eus penn-kentañ ar grennamzer.[1]

Er c'hentañ skourr, an danevell Pwyll Priñs Dyfed, e weler Pwyll o vont da chaseal da saonenn Glyn Cuch, a zo e Dyfed. Gant e chas ez a war-lerc'h ur c'harv a vo lazhet gant chas iskis Arawn. Annoazhañ a ra Pwyll Arawn pa gemer e chas dezhañ preiz roue Annwn. A-benn bezañ daskoret e kinnig Arawn un emglev. Kudenn en deus gant ur priñs all, Hafgan, hag a-benn hen skoazell-eñ e kinnig da bPwyll eilpennañ o flasennoù - bez e vo Pwyll roue Annwn e-pad ur bloaz, hag Arawn roue Dyfed en hevelep mare. Asantiñ a ra Pwyll. Neuze e ro an danevell un daolenn eus Annwn ha buhez Pwyll aze. Laouen eo Pwyll e-pad ar bloavezh-se ha tennañ a ra pep plijadur eus Annwn hep kousket gant gwreg Arawn. E penn ar bloaz e c'hounez grad vat Arawn ha reiñ a reer dezhañ an anv Penn Annwn.

Er pevarvet skourr ne weler ket Arawn zoken mard eo meneget pa gas ur prof da hêr Pwyll, Pryderi. Moc'h hud eo ar prof, ha degas a ra ur brezel etre Dyfed ha Gwynedd.

E Danevelloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivañ a ra ar barzhoneg harozel Cad Goddeu (e-barzh Levr Taliesin) ur gad etre Gwynedd ha lu Annwn dindan gourc'hemenn Arawn. Laeret en doa Amaethon, niz Math roue Gwynedd, ur giez, ur gernigell hag ur yourc'h digant tud ar Bed All, ha setu penaos e oa kroget ar brezel. Taolennet eo annezidi Annwn evel tud iskis ha spontus gant korfoù n'int ket denel[6]. Trec'hiñ a ra Gwydion, haroz ha hudour, lu Arawn en ur gilhañ ar gwez d'en em gannañ hag en ur zivinout anv unan eus harozed an enebour, Bran.

Kavout a reer Annwn e-barzh Preiddeu Annwfn, ur barzhoneg all eus Levr Taliesin. Deskrivañ a ra beaj ar Roue Arzhur da Annwn. Kontañ a ra an daneveller penaos ez eas Arzhur gant teir lestrad tud da Annwn, ha penaos na zistroas nemet seizh anezho. Anvioù a-leizh en deus Annwn er barzhoneg : "Caer Pedryvan", "Caer Sidi", "Caer Vedwyd", "Caer Rigor", "Caer Wydyr", "Caer Golud", "Caer Vandwy", "Caer Ochren". An anvioù-se a c'hellfe bezañ anvioù disheñvel evit Annwn, pe anvioù lec'hioù en Annwn ; n'eo ket splann ar barzhoneg.

E-barzh danevelloù all e weler Gwyn ap Nudd gant karg roue Annwn. Un hemolc'her a vlein eneoù ar re varv, ha soñjal a reer e c'hellfe bezañ enkorfañ ar goañv e mojennerezh Bro-Gembre.[7] E Vita Collen (Buhez Sant Collen) e trec'h ar sant war lez Gwyn en ur implijout dour-benniget. E mojenn Kulhwch hag Olwen e lavarer e roas Doue reoliañ an aerewent da c'hGwyn ap Nudd. Kavout a reer en hengoun menegiñ Gwyn o hemolc'hiñ eneoù gant ur bagad chas-spes anvet Cwn Annwn ("Kon Annwn").

Annwn er sevenadur a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo film John Fawcett The Dark (2005) war romant Simon Maginn Sheep, hag e-barzh e kaver mojenn Annwn.

Anv un duo pagan-folk alamanat eo Annwn.

E-barzh e romantoù Sorrowline ha Timesmith e tiskouez ar skrivagner saoz Niel Bushnell un enezenn anvet Annwn er Bed All.[8]

Kemeret en doa ar skrivagner kembreat David Jones Annwn (ganet e 1953) an anv "Annwn" e 1975 en homaj d'e eontr, ar barzh kembreat Henry Lloyd "ap Hefin" ("map deiz gouel Yann").

Implijet e oa ar ger galianek antumnos ha menegoù d'ar Bed All gant ar bagad suis Eluveitie en oc'h albom Origins (2014).

Implijout a ra ar c'hoari-roll-stroll Vindictus an anv Annwyn evit unan eus lec'hioù o bed. Diazezet eo ar c'hoari tamm-pe-damm war ar mojennerezh keltiek, hag anavezet eo e Broioù ar Reter dindan an anv Mabinogi: Heroes.

Sevel a reas ar c'hompozer amerikan Mick Barr un albom anvet Annwn e 2008. Un eil albom, Annwn 2, a oa savet e 2012 hag adstummet e oant o-daou e 2015 dindan titl Cruinn Annwn.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 1,2 Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), Pevar Skourr ar Mabinogi (Kemper : Preder, 1980), pp. 25-51.
  2. Patrick Sims-Williams, "Some Celtic otherworld terms" in Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela (emb.), Celtic Language, Celtic Culture: a Festschrift for Eric P. Hamp (Van Nuys, Ca.: Ford & Bailie, 1990), pp. 57–84.
  3. Plomb du Larzac. Gw. http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/plomb-du-larzac-233.htm
  4. Lambert, Pierre-Yves. (2003). La langue gauloise: description linguistique, commentaire d’inscriptions choisies. Paris: Errance. 2nd ed.
  5. John T. Koch (emb.), Celtic Culture, a Historical Encyclopedia (Santa Barbara, Ca.: ABC-Clio, 2006), pp. 1404-1405.
  6. Cad Goddeu, gw. http://www.maryjones.us/ctexts/t08.html
  7. Robert Graves, The White Goddess: A Historical Grammar of Poetic Myth (Octagon Books, 1978). ISBN 0-374-93239-5, ISBN 978-0-374-93239-8.
  8. Neil Bushnell, Sorrowline (Andersen Press, 2013). ISBN 9781849395236

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]