Chaseal
Chaseal pe hemolc'hiñ zo klask tapout loened pe o lazhañ, evit em en vagañ, evit ober kenwerzh, evit implijout danvez tennet eus al loened pe c'hoazh evit kaout dudi. E pep lec'h dre ar bed e vez pe e veze graet gant an dud ; e pep lec'h ivez ez eus lezennoù da resisaat penaos e vez graet. Ar chaseal na vez ket aotreet gant al lezenn a reer "bigriañ" anezhañ. Hiziv an deiz eo deuet ar chaseal, er broioù pinvidik, da vezañ un obererezh dudi pe sport.
Dudi ar briñsed eo bet ar chase a bep amzer. Er Mabinogi e weler chaseal Twrch Trwyth, an hoc'h-gouez hud en danevell Kulhwch hag Olwen.
Doareoù da chaseal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Europa e chaseer a gozh ha kemm a reer etre an doareoù disheñvel :
- hual, ha huerezh, a reer eus chaseal ar bleiz, a veze graet war-droad dreist-holl;
- ar falc'hunerezh, un doare brudet e broioù ar reter, a vez graet war varc'h,
- ar gwenaerezh, a vez lavaret eus chaseal kirvi, moc'h gouez dreist-holl, loened hag a vez debret.
- ar chase kaset war-droad (e spi, o tostaat pe en huadeg), gant fuzuilhoù-chase pe karabinennoù, a zo ar stumm anavezetañ hiziv-an-deiz.
E Breizh e implij ar braz eus ar chaseourien teknikoù chaseal war-droad, e spi (gortoz ul loen en ul lec'h bennak), o tostaat, da lavaret eo en ur gavout roudoù ul loen hag en ur heuliañ anezhañ, pe en huadeg, da lavaret eo en ur vodañ meur a zen, lod anezhe oc'h ober trouz evit kas al loened war-zu chaseourien all prest da lazhañ anezhe. Chase ar c'hefeleged-koad zo poblek er vro-mañ. Chas a bep seurt a c'haller implijout evit bezañ sikouret : lod gouest da chom en o sav dirak ul loen, lod all gouest da zegas loened diwar an dour evel an houidi, pe lod all c'hoazh gouest da vont da gerc'hat bronneged en un toull-douar. Ar chas-Spagn desavet e bro-Gallag zo brudet evit o ferzhioù mat.
Berz e broioù zo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Difennet eo chaseal war varc'h en Alamagn abaoe 1936, e Belgia abaoe 1995, hag e Breizh-Veur abaoe 2005[1]. Gwarezet eo gant ar prezidant Emmanuel Macron er stad c'hall[2].
Levrioù a wenaerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adal ar XIVvet kantved e voe gwelet tud uhel eus Portugal, Kastilha, Bro-C'hall, Alamagn en o zouez o lakaat sevel levrioù diwar-benn arz ar chase pe ar gwenaerezh, sport muiañ karet ar rouaned hag uhelidi:
- De arte venandi cum avibus, en XIIIvet kantved.
- “Libro de la Montería de Alfonso XI”, gant Alfonso XI, roue Kastilha (XIVvet kantved).
- “Le livre de chasse du roy Modus” (XVvet kantved).
- “Le livre de la chasse”, gant Gaston III Phoebus (XIVvet kantved).
- “Livro da Montaría” del Rey João Iañ (XIVvet kantved).
XVvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- “Tratado de la montería” , gant ur chaseour eus ar Sierra de Segura.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Emmanuel Le Coulteux de Canteleu, Manuel de vénerie française , 1890.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Traité de vénerie. Paris, Imp. royale, 1788. (OCLC 34882547)